1 Samuel 14:11 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned
11 En em ziskouez a rejont eta o-daou da warded ar Filistined, hag ar Filistined a lavaras: Setu an Hebreed a zeu er-maez eus an toulloù ma oant kuzhet enno.
Tud Israel a welas e oant en ur blegenn fall, rak ar bobl a oa spouronet. Ar bobl en em guzhas er c'hevioù, er bodennoù, e-touez ar reier, el lec'hioù kreñv hag er puñsoù.
Pennoù ar Filistined a lavaras: Petra a ra an Hebreed-se amañ? Hag Akish a respontas da bennoù ar Filistined: Ha n'eo ket David, servijer Saül roue Israel, a zo bet ganin deizioù 'zo, pe bloavezhioù 'zo? Ne'm eus kavet netra fall ennañ, abaoe an deiz m'eo deuet ganeomp betek hiziv.