Ar plac'h yaouank ma lavarin dezhi: Izela, me az ped, da bod evit ma'c'h evin, hag a responto: Ev ha me a zouraio ivez da gañvaled, ra vo houmañ an hini ac'h eus dibabet evit da servijer Izaak! Hag ec'h anavezin dre eno e tiskouezez madelezh e-keñver va mestr.
Izaia a lavaras: Setu evidout an arouez a-berzh an AOTROU, penaos e seveno an AOTROU ar gomz en deus disklêriet: Ar skeud, ha mont a raio a-raok a zek derez, pe souzañ a-dreñv a zek derez?
Hag e lavaras: Me a vo ganit, ha setu amañ evit sin dit eo me a gas ac'hanout: Pa ez po degaset va fobl kuit eus an Ejipt, e servijot Doue war ar menez-mañ.