Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




1 Rouaned 6:19 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

19 Diwar-benn ar santual, e lakaas anezhañ en diabarzh an ti, etrezek ar foñs, evit lakaat ennañ arc'h emglev an AOTROU.

Ver Capítulo Copiar




1 Rouaned 6:19
10 Referencias Cruzadas  

Lakaat a reas, war ugent ilinad e foñs an ti, plenk sedrez, kenkoulz war al leur ha war ar mogerioù, hag e reas en diabarzh eus al lec'h-se ar santual, al lec'h santel-meurbet.


Kizellet e oa ar sedrez en em gave en diabarzh an ti, o tiskouez moulleürioù ha bleuñv difluket. Maen ebet ne veze gwelet, an holl a oa e sedrez.


Ar santual en doa en e ziaraog ugent ilinad hirder, ugent ilinad ledander, ugent ilinad uhelder. Hag e c'holoas anezhañ hag an aoter sedrez gant aour glan.


Hag e savas ouzh moger an ti, tro-dro, estajoù da c'hronnañ mogerioù an ti, an templ hag ar santual; evel-se e reas kambroù-kostez tro-war-dro.


ar c'hantolorioù, gant o lampoù aour glan, evit enaouiñ dirak ar santual hervez urzh,


An aberzhourien a zougas arc'h emglev an AOTROU d'e lec'h, e santual an ti, d'al lec'h santel-meurbet, dindan eskell ar cherubined.


Selaou mouezh va goulennoù pa grian dit, pa savan va daouarn etrezek da santual.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos