18 Kizellet e oa ar sedrez en em gave en diabarzh an ti, o tiskouez moulleürioù ha bleuñv difluket. Maen ebet ne veze gwelet, an holl a oa e sedrez.
An ti, da lavarout eo an templ, war an diaraog, en doa daou-ugent ilinad.
Diwar-benn ar santual, e lakaas anezhañ en diabarzh an ti, etrezek ar foñs, evit lakaat ennañ arc'h emglev an AOTROU.
Ha dindanañ e oa moulleürioù tro-dro, dek dre bep ilinad, o kelc'hiañ ar mor. Bez' e oa div renk moulleürioù, teuzet gantañ en un deuzadenn hepken.
Ha dija e trailhont an holl skultadurioù, gant bouc'hili ha morzholioù.