Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




1 Rouaned 2:25 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

25 Ar roue Salomon a roas urzh da Venaja mab Jehojada, a skoas warnañ, hag e varvas.

Ver Capítulo Copiar




1 Rouaned 2:25
11 Referencias Cruzadas  

Neuze David a c'halvas unan eus e dud yaouank hag a lavaras dezhañ: Tosta ha sko warnañ! E skeiñ a reas hag e varvas.


Ha bremañ ar c'hleze ne bellaio biken diouzh da di, dre ma ec'h eus disprizet ac'hanon, ha ma ec'h eus kemeret gwreg Uri an Hitit evit ma vefe da wreg.


Ha David a roas urzh d'e dud d'o lazhañ, da droc'hañ dezho o daouarn hag o zreid, ha d'o c'hrougañ tost ouzh lenn Hebron. Hag e kemerjont penn Ishboshed, evit e sebeliañ e bez Abner en Hebron.


Benaja mab Jehojada a oa penn ar Geretiz hag ar Beletiz, mibien David a oa e gentañ ofiserien.


Lavaret e voe d'ar roue Salomon e oa tec'het Joab e teltenn an AOTROU, ha setu, e-kichen an aoter. Salomon a gasa Benaja mab Jehojada, en ur lavarout dezhañ: Kae, ha sko warnañ.


Ar roue a lavaras dezhañ: Gra evel m'en deus lavaret, sko warnañ ha sebeilh anezhañ, hag e lami diwarnon ha diwar ti va zad ar gwad en deus Joab skuilhet hep abeg.


Benaja mab Jehojada a bignas eta, hag a skoas warnañ hag en lazhas. Sebeliet e voe en e di er gouelec'h.


Ar roue Salomon a roas urzh da Venaja mab Jehojada, a yeas hag a skoas warnañ, hag e varvas. Hag ar rouantelezh a voe startaet etre daouarn Salomon.


Lavarout a rejont dezhañ: Diskennet omp da'z eren, evit da lakaat etre daouarn ar Filistined. Samzun a lavaras: Touit din na sailhot ket warnon.


Samuel a lavaras: Evel m'en deus da gleze dirannet gwragez eus o bugale, evel-se da vamm, e-touez ar gwragez, a vo dirannet eus ur mab. Ha Samuel a lakaas Agag a-dammoù dirak an AOTROU e Gilgal.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos