Baesha mab Akija, eus ti Isakar, en em savas en e enep, ha Baesha a skoas warnañ e Gibbeton, a oa d'ar Filistined, e-pad ma sezize Gibbeton Nadab hag holl Israel.
Kerkent ha ma voe roue hag azezet war e dron, e skoas war holl di Baesha, ha ne lezas dezhañ nag an hini a droazh ouzh ar voger, nag ur c'har, nag ur mignon.