1 Rouaned 16:11 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned
11 Kerkent ha ma voe roue hag azezet war e dron, e skoas war holl di Baesha, ha ne lezas dezhañ nag an hini a droazh ouzh ar voger, nag ur c'har, nag ur mignon.
En abeg da-se, setu ez an da gas gwalleur war di Jeroboam, me a lamo kuit kement hini a zo da Jeroboam, an hini a droazh ouzh ar voger evel an hini a zo serret ha dilezet en Israel, hag e skubin ti Jeroboam evel ma vez skubet al lastez, betek ma vo aet da get.
Kerkent ha ma voe roue, e skoas war holl di Jeroboam, ha ne lezas ene ebet da Jeroboam hep e zistrujañ, hervez ar gomz en doa an AOTROU disklêriet dre e servijer Akija eus Silo,
Hag e lakain da di evel ti Jeroboam mab Nebad hag evel ti Baesha mab Akija, en abeg da'z fallentez, ac'h eus va c'hounnaret drezi ha lakaet Israel da bec'hiñ.
Adoni-Bezek a lavaras: Dek roue ha tri-ugent, meudoù o daouarn hag o zreid troc'het, a zastume dindan va zaol ar pezh a gouezhe; Doue en deus rentet din ar pezh am eus graet. O vezañ bet degaset da Jeruzalem, e varvas eno.
Met a-dra-sur eo bev an AOTROU Doue Israel, en deus harzet ouzhin d'ober droug dit! Ma ne vijes ket deuet buan a-raok din, ne vije manet da Nabal un den zoken, ac'hann da veure.