Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




1 Rouaned 16:9 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

9 E servijer Zimri, penn an hanter eus e girri, en em savas en e enep pa oa e Tirza oc'h evañ hag o vezviañ e ti Arza, mestr e servijerien e Tirza.

Ver Capítulo Copiar




1 Rouaned 16:9
28 Referencias Cruzadas  

Abram a respontas: AOTROU Doue, petra a roi din? Me a ya hep bugale, hag an hini a vo va zi dezhañ eo Eliezer a Zamask.


Ar servijer a gemeras dek kañval a-douez kañvaled e vestr hag a yeas kuit, o kas gantañ pep seurt madoù digant e vestr etre e zaouarn. Sevel a reas eta hag a yeas e Mezopotamia, e kêr Nakor.


Abraham a lavaras d'e servijer, an hini koshañ en e di, an hini a oa mestr war kement a oa dezhañ: Laka, me az ped, da zorn dindan va morzhed,


Jozef a gavas trugarez dirak e zaoulagad hag a servijas anezhañ. Lakaet e voe da vestr war e di, ha kement en doa a voe etre e zaouarn.


Den n'eo uheloc'h en ti-mañ egedon ha n'en deus difennet ouzhin stekiñ ouzh tra ebet nemet ouzhit-te, dre ma'z out e wreg. Penaos e rafen un droug ken bras hag e pec'hfen a-enep Doue?


Baesha mab Akija, eus ti Isakar, en em savas en e enep, ha Baesha a skoas warnañ e Gibbeton, a oa d'ar Filistined, e-pad ma sezize Gibbeton Nadab hag holl Israel.


Zimri a zeuas, a skoas warnañ hag a lazhas anezhañ, er seizhvet bloaz warn-ugent eus Asa roue Juda, hag e renas en e lec'h.


Er c'hwec'hvet bloaz warn-ugent eus Asa roue Juda, e teuas Ela mab Baesha da roue war Israel e Tirza, hag e renas daou vloaz.


Akab a c'halvas Abdia, mestr e servijerien. Abdia a zouje kalz an AOTROU,


Pa glevas Ben-Hadad ar respont, e oa oc'h evañ gant ar rouaned en teltennoù, hag e lavaras d'e servijerien: Kit d'ho lec'hioù! Hag en em rankjont d'o lec'hioù a-enep kêr.


Hag ez ejont er-maez da greisteiz, pa'c'h eve hag en em vezve Ben-Hadad en teltennoù, eñ hag an daou roue ha tregont a skoazelle anezhañ.


E servijerien, o vezañ en em savet, a rejont un irienn hag a skojont war Joaz e ti Milho, e traonienn Silla.


Ha Shallum mab Jabez a iriennas a-enep dezhañ, a skoas warnañ dirak ar bobl, hag a lazhas anezhañ. Hag e teuas da roue en e lec'h.


Ha Pekak mab Remalia, e ofiser, a iriennas a-enep dezhañ hag a skoas warnañ e Samaria, e palez ti ar roue, gant Argob hag Arie, hag hanter-kant den gantañ a-douez mibien ar C'halaadiz. Evel-se e lazhas anezhañ hag e renas en e lec'h.


Hag Ozea mab Ela a iriennas a-enep Pekak mab Remalia, a skoas warnañ, hag en lazhas. Dont a reas da roue en e lec'h en ugentvet bloaz eus Jotam mab Ozia.


Evel-se, Jehu mab Jozafad mab Nimshi a iriennas a-enep Joram. Joram a ziwalle Ramod-Galaad, eñ hag holl Israel, a-enep Hazael roue Siria.


N'eo ket d'ar rouaned, Lemuel, n'eo ket d'ar rouaned evañ gwin, na d'ar briñsed an evaj kreñv,


Mezviñ a rin he friñsed, he furien, he gouarnerien, he fennoù, he c’hadarnidi; kousket a raint eus ur c'housk peurbadus, ha ne zihunint ken, eme ar Roue a zo e anv AOTROU an armeoù.


D'an noz-se, Belshazar roue ar Galdeiz a voe lazhet.


Rak, pa vefent kenweet evel spern, ha mezv en o gwin, peurlonket e vint evel plouz sec'h.


Lakait eta evezh ouzhoc’h, gant aon na zeufe ho kalonoù da vezañ pounneraet gant an dirollerezh, gant ar vezventi ha gant prederioù ar vuhez-mañ, ha na zeufe an deiz-se warnoc’h a-daol-trumm.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos