25 En eilvet bloaz eus Asa roue Juda, e teuas Nadab mab Jeroboam da roue war Israel. Ren a reas daou vloaz war Israel.
Hag an dra-se a zeuas da vezañ ur pec'hed evit ti Jeroboam, a voe diverket ha distrujet diwar c'horre an douar.
Te eta, sav ha kae da'z ti. Kerkent ha ma'z aio da dreid e kêr, ar bugel a varvo.
Jeroboam a renas daou vloaz warn-ugent, hag e c'hourvezas gant e dadoù. Ha Nadab e vab a renas en e lec'h.
Ober a reas ar pezh a zo fall dirak daoulagad an AOTROU, hag e kerzhas en hent e dad, hag er pec'hedoù en doa lakaet Israel da bec'hiñ drezo.
Neuze pobl Israel en em lodennas e daou du: un hanter eus ar bobl a yae war-lerc'h Tibni mab Ginad evit e lakaat da roue, hag an hanter all war-lerc'h Omri.