Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




1 Rouaned 12:14 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

14 Hag e komzas outo hervez ali ar re yaouank, o lavarout: Va zad en deus lakaet warnoc'h ur yev pounner, met me a lakaio ho yev pounneroc'h c'hoazh. Va zad en deus ho kastizet gant skourjezoù, met me ho kastizo gant skourjezoù-kruged.

Ver Capítulo Copiar




1 Rouaned 12:14
20 Referencias Cruzadas  

Met ar roue a respontas garv d'ar bobl, o tilezel an ali o doa roet dezhañ ar re gozh.


Gant rustoni, an Ejipsianed a lakaas mibien Israel da vezañ sklaved,


hag e lakajont o buhez da vezañ c'hwerv dre ul labour start gant pri ha brik, ha dre bep seurt labourioù ar maezioù. Al labourioù-se a lakaent anezho d'ober gant krizderi.


Soñjoù ar re reizh a zo eeunder, met alioù ar re zrouk a zo touell.


Al lorc'h ne daol nemet stourmadegoù, met gant ar re a gemer kuzul emañ ar furnez.


An ourgouilh a gas dirak an distruj, hag ur spered lorc'hus dirak an diskar.


Deroù un tabut a zo evel digeriñ un tremen d'an dour; a-raok en em gav ar stourmadeg, dilez.


Ar priñs a selaou ar gaou, hag e holl servijerien a zo drouk.


Penaos n'em eus ket sentet ouzh mouezh ar re am c'helenne? Penaos n'em eus ket stouet va skouarn d'ar re a zeske ac'hanon?


Gwelloc'h eo diwezh un dra eget he fenn-kentañ. Gwelloc'h eo ur spered habask eget ur spered lorc'hus.


Holl vinistred da rouantelezh, ar brefeded, ar satraped, ar guzulierien hag ar c'houarnourien a zo ali ma vefe roet un urzh roueel hag un difenn strizh, penaos kement hini a raio ur bedenn da un doue pe un den bennak, e-pad tregont devezh, nemet ouzhit o roue, a vo taolet e foz al leoned.


Met mar d-eus ur gred c’hwerv hag ur c’hoant a dabut en ho kalon, na dennit ket gloar ha na lavarit gaou ebet a-enep ar wirionez.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos