Jozef a welas e vreudeur hag o anavezas, met ober a reas evel an estrañjour ganto hag e komzas outo gant ruster. Lavarout a reas: A-belec'h e teuit? Hag e respontjont: Eus bro Ganaan evit prenañ boued.
Tud Israel a respontas da dud Juda hag a lavaras: Dek lodenn hon eus gant ar roue, hag ez omp evit David muioc'h egedoc'h. Perak eta hoc'h eus hon disprizet? Ha n'omp ket bet ar re gentañ da gomz eus lakaat hor roue da zistreiñ? Met tud Juda a gomzas garvoc'h eget tud Israel.
Hag e komzas outo hervez ali ar re yaouank, o lavarout: Va zad en deus lakaet warnoc'h ur yev pounner, met me a lakaio ho yev pounneroc'h c'hoazh. Va zad en deus ho kastizet gant skourjezoù, met me ho kastizo gant skourjezoù-kruged.
Met Faraon a lavaras: Piv eo an AOTROU ma sentfen ouzh e vouezh en ur lezel Israel da vont kuit? N'anavezan ket an AOTROU ha ne lezin ket Israel da vont kuit.
Ha piv a oar hag-eñ e vo fur pe diskiant? Koulskoude e vo mestr war va holl labour ez on en em roet dezhañ, ha war ar pezh am eus graet gant furnez dindan an heol. Kement-se ivez a zo avel.
Ar furnez eus an nec’h a zo da gentañ glan, goude peoc’hiek, habask, poellek, leun a drugarez hag a frouezh mat, hep ober van eus diaveazioù hag hep pilpouzerezh.