Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Romaned 1:12 - Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

12 da lavaret eo, evit, pa vezin en ho touez, ma en em gonzolimp assambles dre ar feiz a zo commun etrezomp holl, deoc’h kerkoulz ha d’in‐me.

Ver Capítulo Copiar

Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

12 da lavarout eo, o vezañ en ho touez, ma vimp kalonekaet asambles dre ar feiz a zo kumun etrezomp holl deoc’h kenkoulz ha din-me.

Ver Capítulo Copiar




Romaned 1:12
17 Referencias Cruzadas  

Pa oe erruet, ha pa hen doe gwelet gras Doue, hen doe joa euz a gement‐se, hag ho exhortaz holl da choum fidel a‐greiz calon d’an Aotrou.


rag c’hoant braz em euz d’ho kwelet, evit rei lod deoc’h euz a eun donezon spirituel‐benag, evit ma viot krenveet,


Hogen, breudeur, ne fell ket d’in e tremenfec’h heb gouzoud em euz alies lakeat em sonj mond d’ho kavoud, evit gallout dastum eur frouezen‐benag en ho touez, evel e‐touez an nationou all; mes beteg‐hen eo bet harzet ouzin kement‐se.


ez in d’ho kavout, pa vezin en hent evit mond d’ar Spagn; rag esperoud a ran ho kwelet, en eur dremen, ha beza ambrouget ganeoc’h en hent varzu eno, goude m’am bezo da genta contantet eun neubeud ar c’hoant em euz da veza ganeoc’h.


evit ma’z in d’ho kavout gant joa, dre volontez Doue, ha ma c’hallin kaoud eun tam repos en ho touez.


Ragse ez omp bet consolet dre ho consolation; mes kalz muioc’h ez omp bet laoueneet abalamour da joa Titus, o veza ma eo bet soulajet he spered ganeoc’h holl;


Eun Aotrou hep‐ken, eur feiz hep‐ken, eur vadiziant hep‐ken;


o kaout sonj euz da zaelou, o kaoud eur c’hoant vraz da velet ac’hanoud, evit ma vezin karget a joa,


da Ditus, va gwir vab hervez ar feiz commun etrezomp: Gras, trugarez ha peoc’h a‐berz Doue an Tad, hag an Aotrou Jesus‐Christ hor Zalver!


Simon per, servicher hag abostol Jesus‐Christ, d’ar re ho deuz bet en partach eur feiz euz ar memeuz priz gant hon hini‐ni, er justis euz hon Doue ha Salver Jesus‐Christ.


Joa vraz em euz bet o veza kavet meur a hini euz da vugale hag a vale er wirionez, hervez ar gourc’hemen hon euz bet digant an Tad.


Breudeur muia‐karet, o veza ma em boa eur c’hoant braz da scriva deoc’h divarben ar zilvidigez a zo commun etrezomp, em euz sonjet e oa red d’in hen ober, evit hoc’h exhorti da gombatti evit ar feiz a zo bet roet eur vech d’ar zent.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos