Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Mazhev 8:8 - Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

8 Hag ar c’hantener, o respont, a lavaraz: Aotrou! n’oun ket dign ec’h antrefez dindan va zoen; mes lavar eur ger hep‐ken, ha va mevel a vezo iac’heet.

Ver Capítulo Copiar

Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

8 Ar c’hantener a respontas: Aotrou, n’on ket dellezek e teufes dindan va zoenn, met lavar ur ger hepken ha va mevel a vo yac’haet.

Ver Capítulo Copiar

Aviel revé St. Maheu troeit é Brehonec Guénet 1858

8 Mæs er c’hantenær e laras: Eutru, ne zallan quet er boén ma tééhet ém zy; mæs laret hemb quin ur guir, hag e vou gùelleit d’emb méhuel.

Ver Capítulo Copiar




Mazhev 8:8
18 Referencias Cruzadas  

Evidoun‐me a vadez ac’hanoc’h en dour evit ar gonversion; mes an hini a zeu var va learc’h a zo galloudussoc’h egedoun, ha n’oun ket dign da zougen dezhan he voutou; hen ho padezo er Spered‐Santel hag en tan.


Mes Ian na felle ket dezhan he vadezi, hag a lavare: Me em euz ezom da veza badezet ganez, hag e teuez d’am c’havout!


Ha Jesus a astennaz he zorn, hag a douchaz anezhan, en eur lavaret: Fellout a ra d’in, bez net. Ha diouc’h‐tu e oe neteet euz he lorgnez.


Ha Jesus alavaraz dezhan: Mond a rin, hag e iac’hain anezhan.


Rag evidoun‐me, petra benag m’az oun dindan otorite tud‐all, em euz dindanoun soudarded, hag e lavaran da unan: Kea, hag ez a; ha da eun all: Deuz, hag e teu; ha d’am mevel: Gra an dra‐man, hag hen her gra. Pa glevaz Jesus kement‐se,


ha n’ed oun ken dign da veza galvet da vab; gra d’in evel da unan euz da vevelien.


Hag he vab a lavaraz dezhan: Va zad, pec’het em euz a‐enep an env hag a‐enep d’id, ha n’ed oun ket dign mui da veza galvet da vab.


Simon Per, o veza gwelet kement‐se, en em daolaz da dreid Jesus, hag a lavaraz: Aotrou, pella diouzin; rag me a zo eur pec’her.


Hennes eo an hini a zeu var va lerc’h hag a zo dreist‐oun‐me, ha n’ed oun ket dign da zilassa dezhan ar c’horreoueuz he voutou.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos