Biblia Todo Logo
La Biblia Online

- Anuncios -




Mazhev 8:9 - Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

9 Rag evidoun‐me, petra benag m’az oun dindan otorite tud‐all, em euz dindanoun soudarded, hag e lavaran da unan: Kea, hag ez a; ha da eun all: Deuz, hag e teu; ha d’am mevel: Gra an dra‐man, hag hen her gra. Pa glevaz Jesus kement‐se,

Ver Capítulo Copiar

Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

9 Rak me va-unan a zo un den lakaet dindan galloud re all, met dindanon em eus soudarded. Hag e lavaran da unan: Kae! Hag ez a; d’egile: Deus! Hag e teu; ha da’m mevel: Gra kement-mañ! Hag en gra.

Ver Capítulo Copiar

Aviel revé St. Maheu troeit é Brehonec Guénet 1858

9 Rac me zou un dén idan perh er réral, penaus benac ma mès idan on soudardèd, ha me lare de unan: Quêrhet duhont, hag ean e ya; ha d’un arall: Deid amen, hag ean e za; ha d’em méhuel: Groeit en dra‐zé, hag ean er groa.

Ver Capítulo Copiar




Mazhev 8:9
17 Referencias Cruzadas  

e oe souezet, hag e lavaraz d’ar re a heulie anezhan: E gwirionez hen lavaran deoc’h, n’em euz ket kavet eur feiz ker braz, memeus en Israel.


Hag ar c’hantener, o respont, a lavaraz: Aotrou! n’oun ket dign ec’h antrefez dindan va zoen; mes lavar eur ger hep‐ken, ha va mevel a vezo iac’heet.


Souezet braz e oent holl, en hevelep doare ma c’houlennent etrezhe: Petra eo an dra‐man? Pe seurt kelennadurez nevez eo hou‐man, rag gourc’hemen a ra gant otorite d’ar sperejou impur zo‐ken, hag e sentont outhan?


Hen eta, o veza en he za a‐uz dezhi, a c’hourc’hemenaz d’an derzien, hag an derzien a guitaaz anezhi; hag hi a zavaz kerkent, hag a zervichaz anezhe.


Rag evidounme, petra‐benag ma’z oun dindan otorite tud‐all, em euz dindan‐oun soudarded; hag e lavaran da unan: Kea, hag ez a; ha da eun all: Deuz, hag e teu; ha d’am mevel: Gra an dra‐man, hag her gra.


O veza galvet assambles he zaouzec diskibl, Jesus a roaz dezhe galloud hag otorite var an holl drouk‐sperejou, hag ar galloud da iac’haad ar c’hlenvejou.


Servicherien, sentit en pep tra ouz ho mistri hervez ar c’hig, o servicha anezhe, nann hep‐ken dirag ho daou‐lagad, evel o klask plijoud d’an dud; mes gant eur galon eün en doujans Doue.


Lavar d’ar mevelien senti ouz ho mistri, ha labourad da blijoud dezhe e pep tra, hep ho dislavaret;


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios