Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Mazhev 2:1 - Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

1 Jesus o veza ganet en Bethlehem, kear euz a Juda, en amzer ar roue Herodes,

Ver Capítulo Copiar

Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

1 Jezuz o vezañ bet ganet e Betlehem Judea, en amzer ar roue Herodez, setu, e teuas majed eus ar sav-heol da Jeruzalem,

Ver Capítulo Copiar

Aviel revé St. Maheu troeit é Brehonec Guénet 1858

1 En amzér ma oé ganet Jesus é Bethleem kær a Juda, é gré er roué Herod, chetu, e tas é Jerusalem Magèd a‐zoh er Sàüe‐hiaul,

Ver Capítulo Copiar




Mazhev 2:1
25 Referencias Cruzadas  

Mes ne anavezaz ket anezhi bete ma oe gwillioudet euz he mab kentaganet, hag hen a roaz dezhan an hano a Jesus.


Neuze Herodes, pa velaz ho doa ar majed great goab anezhan, a oe en coler vraz, hag e kassaz tud da laza en Bethlehem hag en he holl vro, an holl vugale a zaou vloaz hag izeloc’h, hervez an amzer m’hen doa goulennet gant preder digant ar majed.


Mes pa oe maro Herodes, setu, eun eal a‐berz an Aotrou en em ziskouezaz dre eun huvre da Josef, en Ejypt, o lavaret: Sav, kemer ar bugel bihan hag he vam,


Ar roue Herodes, o veza klevet kement‐se, a oe troublet, ha Jerusalem holl ganthan.


Hag int a lavaraz dezhan: En Bethlehem, euz a Juda; rag evel‐hen eo bet scrivet dre ar profet:


Neuze Herodes, o veza galvet ar majed e‐kuz, a c’houlennaz gant preder diganthe e pe amzer ho doa gwelet ar stereden;


Bez’ e oa en amzer Herodes, roue ar Jude, eur beleg hanvet Zakarias, euz a renk Abia; he vreg a oa euz a lignez Aaron, hag he hano oa Elizabet.


rag ganet eo hirio deoc’h, en kear David, eur Zalver, pehini eo ar C’hrist, an Aotrou.


Ha goude ma ho doe an elez kuiteet diouthe hag en em dennet en env, ar bastored a lavaraz an eil d’egile: Deomp eta bete Bethlehem, ha gwelomp ar pez a zo c’hoarvezet, hag a zo roet deomp da anaoud gant an Aotrou.


Ha na lavar ket ar Scritur e teu ar C’hrist euz a lignez David, hag euz a gear Bethlehem, a be leac’h e oa David?


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos