Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Mazhev 2:2 - Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

2 setu e teuaz majed euz ar Zao‐heol da Jerusalem, en eur lavaret: Pe leac’h eman an hini a zo ganet da roue d’ar Judevien? rag gwelet hon euz he stereden er Zao‐heol, hag ez omp deuet d’hen adori.

Ver Capítulo Copiar

Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

2 en ur lavarout: Pelec’h emañ an hini a zo ganet da roue d’ar Yuzevien? Rak gwelet hon eus e steredenn er sav-heol ha deuet omp d’e azeuliñ.

Ver Capítulo Copiar

Aviel revé St. Maheu troeit é Brehonec Guénet 1858

2 Péré e houlenné: Mèn e ma er Roué nehué ganet d’er Juivèd? rac gùélet hun nès é stiren ér Sàüe‐hiaul, ha deit‐omb‐d’en adorein.

Ver Capítulo Copiar




Mazhev 2:2
28 Referencias Cruzadas  

Ar roue Herodes, o veza klevet kement‐se, a oe troublet, ha Jerusalem holl ganthan.


Livirit da verc’h Sion: Setu aman da roue, o tond d’az kavout, leun a zouzter, hag azezet var eun azen, var eubeul an hini a zoug ar yeo.


Hogen, Jesus a zeuaz dirag ar gouarner, hag ar gouarner a c’houlennaz diganthan, en eur lavaret: Ha te eo roue ar Judevien? Ha Jesus a lavaraz dezhan: Hen lavaret a rez.


Hag e lavarent: Ra vezo benniget ar Roue a zeu en hano an Aotrou! Peoc’h en env, ha gloar en huella euz an envou!


rag ganet eo hirio deoc’h, en kear David, eur Zalver, pehini eo ar C’hrist, an Aotrou.


Neuze Pilat a c’houlennaz diganthan: Ha te eo roue ar Judevien? Ha Jesus a respontaz dezhan: Hen lavaret a rez.


Ha bez’ e oa ive a‐uz d’he ben ar c’homzou‐man scrivet en gregach, en latin hag en hebrach: HE‐MAN EO ROUE AR JUDEVIEN.


Nathanael a respontaz dezhan: Mestr, te eo Mab Doue, te eo roue Israel.


a gemeraz brancou palmez, hag a zeuaz d’he zialben, en eur grial: Hosanna! benniget ra vezo roue Israel, pehini a zeu en hano an Aotrou!


Neuze Pilat a lavaraz dezhan: Roue oud eta? Jesus a respontaz: Te hen lavar; roue oun, evit an dra‐ze eo ez oun ganet, ha deuet oun er bed evit renta testeni d’ar wirionez. Kement hini a zo euz ar wirionez a zelaou va mouez.


Pilat a reaz ive eur scrid hag hen lekeaz var ar groaz; hag e oa scrivet varnezhan: jesus a nazaret, roue ar judevien.


Thomas a respontaz hag a lavaraz dezhan: Va Aotrou ha va Doue!


Evit ma teui an holl da henori ar Mab, evel ma c’henoront an Tad. An hini na henor ket ar Mab, na henor ket an Tad hen deuz digasset anezhan.


Neuze e lavaraz: Aotrou, credi a ran, hag en em brosternaz dirazhan.


Hag el leac’h all, pa zeu da zigas adare ar C’henta‐ganet er bed, e lavar: Ra zeui holl elez Doue d’hen adori.


Me, Jesus, em euz kasset va eal, evit renta deoc’h testeni euz an traou‐man en Ilizou. Me eo grizien ha lignez David, ar stereden lugernus euz ar mintin.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos