Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Sant Marc 9:18 - Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

18 E pe leac’h‐benag ma ve pa grog enhan, e vez stlapet d’an douar ganthan; ne ra nemed eonenni, skrigna he zent, ha dizec’ha; hag em euz pedet da ziskibien d’hen kas kuit; mes n’ho deuz ket gallet.

Ver Capítulo Copiar

Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

18 E pelec’h bennak ma krog ennañ, e taol anezhañ d’an douar, hag eñ a eon, a c’hrigoñs e zent hag a zisec’h. Pedet em eus da ziskibien d’e gas kuit ha n’o deus ket gallet.

Ver Capítulo Copiar




Sant Marc 9:18
16 Referencias Cruzadas  

Ha setu eur vreg euz a Ganaan, hag a zeue euz ar c’hosteziou‐ze, a griaz, o lavaret dezhan: Aotrou, mab David! bez truez ouzin! va merc’h a zo gwall‐dourmantet gant an drouk‐spered.


Hag hen digasset em euz d’az diskibien, ha n’ho deuz ket gallet gwellaad anezhan.


mes bugale ar rouantelez a vezo taolet en devalijen a ziaveaz; eno e vezo gwelvan ha skrign‐dent.


rag e gwirionez hen lavaran deoc’h, piou‐benag a lavaro d’ar menez‐ze: Sav alese, hag en em daol er mor, hep doueti en he galon, mes en eur gredi penaos e c’hoarvezo kement a lavar; great e vezo dezhan kement hen devezo lavaret.


Hag unan euz ar bobl, o komz, a lavaraz: Mestr, digasset em euz d’id va mab pehini a zo dalc’het gant eur spered mud.


Neuze Jesus a respontaz dezhe: O raç incredul, pegeit e choumin‐me ganeoc’h? pegeit e supportin‐me ac’hanoc’h? Digassit‐hen d’in.


Int eta hen digassaz dezhan; ha kerkent ha ma velaz Jesus, ar spered a zifretaz anezhan gant nerz, hag e kwezaz d’an douar, hag en em rullie oc’h eonenni.


Hag ar spered a zortiaz en eur leuskel eur griaden vraz hag en eur hija anezhan gant nerz; hag ar bugel a zeuaz da veza evel maro, en hevelep doare ma lavare meur a hini: Maro eo.


O klevet ar c’homzou‐ze, e oent transportet gant an arach en ho c’halon, hag e skrignent ho dent ouz Stefan.


ar re‐ze a zo tarzou‐mor spountus, hag a daol an eonen euz ho louzdoni; steredred evit pere an devalijen a zo destinet da virviken.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos