Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Sant Marc 9:19 - Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

19 Neuze Jesus a respontaz dezhe: O raç incredul, pegeit e choumin‐me ganeoc’h? pegeit e supportin‐me ac’hanoc’h? Digassit‐hen d’in.

Ver Capítulo Copiar

Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

19 Eñ a respontas dezho: O rummad diskredik, betek pegeit e vin ganeoc’h? Betek pegeit e c’houzañvin ac’hanoc’h? Degasit eñ din.

Ver Capítulo Copiar




Sant Marc 9:19
17 Referencias Cruzadas  

Ha Jesus a respontaz hag a lavaraz: O raç difeiz ha fallagr, bete pegeit e vezin‐me ganeoc’h? bete pegeit ec’h andurin‐me ac’hanoc’h? Digassithen aman d’in.


Da ziveza en em ziskouezaz d’an unnec abostol, pa edont ouz taol, hag e rebechaz dezhe ho incredulite hag ar galeder euz ho c’haloun, abalamour n’ho doa ket credet ar re ho doa gwelet anezhan resussitet.


E pe leac’h‐benag ma ve pa grog enhan, e vez stlapet d’an douar ganthan; ne ra nemed eonenni, skrigna he zent, ha dizec’ha; hag em euz pedet da ziskibien d’hen kas kuit; mes n’ho deuz ket gallet.


Int eta hen digassaz dezhan; ha kerkent ha ma velaz Jesus, ar spered a zifretaz anezhan gant nerz, hag e kwezaz d’an douar, hag en em rullie oc’h eonenni.


Neuze e lavaraz dezhe: O tud diskiant, ha tud a galon diegus da gredi ar pez a zo bet lavaret gant ar brofeted!


Ha Jesus, en eur respont, a lavaraz: O raç difeiz ha fallagr, pegeit e choumin‐me ganeoc’h, hag e c’houzanvin‐me ac’hanoc’h? Digas aman da vab.


Breman va ene a zo troublet; ha petra a livirinme? . . . . Va Zad, delivr ac’hanoun euz an heur‐man! mes evit se eo ez oun deuet en heur‐man.


Neuze e lavaraz da Thomas: Laka da viz aman, ha sell ouz va daouarn; astenn ive da zorn, ha laka‐hen em c’hostez, ha na vez ket eun den difeiz, mes eun den hag a gred.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos