Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Sant Marc 7:34 - Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

34 Neuze, o sevel he zaou‐lagad etrezeg an env, ec’h huanadaz hag e lavaraz dezhan: Effatah, da lavaret eo, Digor.

Ver Capítulo Copiar

Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

34 O sevel e zaoulagad etrezek an neñv, e huanadas hag e lavaras: Effata! da lavarout eo: Digor!

Ver Capítulo Copiar




Sant Marc 7:34
21 Referencias Cruzadas  

Ha Jesus, o kaout truez outhan, a astennaz he zorn, a douchaz outhan, hag a lavaraz dezhan: Ia, fellout a ra d’in, bez eta net.


Ha d’an naoved heur, Jesus a griaz gant eur vouez krenv: Eloï, Eloï, lamma sabachthani? Da lavaret eo: Va Doue, va Doue, perag ec’h euz‐te va dilezet?


Hag, o veza kemeret he dorn, e lavaraz dezhi: Talitha coumi; da lavaret eo: Plac’h vihan, sav, me hen lavar d’id.


Ha Jesus a gemeraz ar pemp bara hag an daou besk, hag, o sevel he zaou‐lagad var‐zu an env, e rentaz grasou, hag e toraz ar baraou, hag ho roaz d’he ziskibien, evit ho frezanti d’ar bobl; hag e rannaz ive an daou besk etrezhe holl.


Ha rag‐tal he ziou‐skouarn a oe digoret, he deod a oe di‐liammet, hag e komze freaz.


Ha Jesus, oc’h huanadi doun en he spered, a lavaraz: Perag e c’houlen ar generation‐man eur miracl? E gwirionez hen lavaran deoc’h, na vezo roet hini e‐bed dezhi.


Ha Jesus a lavaraz dezhan: Receo ar gwelet; da feiz hen deuz da iac’heet.


Ha pa oe en em gavet tost da gear, o velet anezhi, e commansaz da wela varnezhi, hag e lavaraz:


Hag o veza tosteet, e touchaz ouz an archet, hag an dougerien a choumaz en ho za; hag e lavaraz: Den yaouank, me eo hen lavar d’id: Sav alese.


Pa velaz Jesus anezhi o wela, hag ar Judevien a oa deuet assambles ganthi o wela ive, e oe trubuillet en he spered, hag e oe glac’haret; hag e lavaraz:


Neuze Jesus, o veza adare troublet enhan he‐unan, a zeuaz d’ar bez; ar bez a oa eur c’hao, ha lakeat e oa bet eur mean varnezhan.


Lemmel a rejont eta ar mean euz al leac’h ma oa gourvezet an hini maro. Ha Jesus, o sevel he zaou‐lagad var‐zu an env, a lavaraz: Va Zad, da drugarekaad a ran, abalamour ma ec’h euz va zelaouet.


Goude beza lavaret kement‐se, e criaz a vouez huel: Lazar, deuz er meaz!


Jesus a lavaraz an traou‐ze; ha neuze, o sevel he zaou‐lagad var‐zu an env, e lavaraz: Va Zad, deuet eo an heur, glorifi da Vab, evit ma c’hlorifio da Vab ac’hanoud;


Ha Per a lavaraz dezhan: Eneas, Jesus, ar C’hrist, a iac’ha ac’hanoud; sav, ha gra da vele. Ha rag‐tal e savaz.


Ha Per, o veza kasset anezhe holl er meaz, a ieaz var he zaoulin hag a bedaz; neuze o trei varzu ar c’horf, e lavaraz: Tabitha, sav. Hag hi a zigoraz he daou‐lagad, hag o veza gwelet Per, e savaz en he c’houaze.


Rag n’hon euz ket eur Beleg‐braz ha na hell ket kaout truez euz hon infirmiteou, er c’hontrol, amprouvet eo bet e pep tra, evel‐domp‐ni, mes hep pec’hed.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos