Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Sant Marc 5:23 - Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

23 en eur lavaret: Va merc’h vihan a zo prest da vervel; deuz da astenn da zaouarn varnezhi, evit ma vezo iac’heet, hag e vevo.

Ver Capítulo Copiar

Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

23 hag a bedas start anezhañ, o lavarout: Va merc’h vihan a zo prest da vervel, deus da lakaat da zaouarn warni evit ma vo yac’haet, hag e vevo.

Ver Capítulo Copiar




Sant Marc 5:23
26 Referencias Cruzadas  

Ha Jesus a astennaz he zorn, hag a douchaz anezhan, en eur lavaret: Fellout a ra d’in, bez net. Ha diouc’h‐tu e oe neteet euz he lorgnez.


cregi a raint en serpanted; ha pa ho devezo evet eun evach ampoezonet‐benag, na rai ket a zroug dezhe; lakaad a raint ho daouarn var ar re glanv, hag e vezint pare.


Ha Jesus a ieaz ganthan; hag e oe heulliet gant eur bobl vraz, pehini a waske anezhan.


hag e kasjont kuit kalz a zrouk‐sperejou, hag ec’h eoljont gant eôl kalz a dud klanv, hag e iac’hejont anezhe.


Hag e oe digasset dezhan eun den bouzar, hag a oa dalc’het en he gomz; hag e pedent anezhan da astenn he zaouarn varnezhan.


Neuze, o veza kemeret dorn an den dall, e kassaz anezhan ganthan er meaz euz ar bourg, hag e lekeaz cranch var he zaou‐lagad, ha goude beza astennet he zaouarn varnezhan, e c’houlennaz diganthan hag hen a vele eun dra‐benag.


Hag ec’h astennaz he zaouarn varnezhi; ha kerkent e savaz soun en he za, hag e rentaz gloar da Zoue.


Jesus, o veza eat er meaz euz ar sinagog, a ieaz en ti Simon. Hogen, mam‐gaer Simon a oa klanv gant eur gwall derzien, hag e pedjont anezhan evithi.


Pa oe kuzet an heol, kement hini hen doa tud klanv gant meur a seurt klenved, ho c’hassaz dezhan; hag hen ho fareaz en eur astenn he zaouarn var bep hini anezhe.


Ha pa oa o tostaad ouz dor kear, e velaz dougen d’ar vered eun den maro, mab unic eun intanvez, hag e oa ganthi kalz a dud euz a gear.


He c’hoarezed eta a gassaz tud da lavaret da Jesus: Aotrou, an hini a gerez a zo klanv.


Hag e c’hoarvezaz ma oa tad Publius en he vele, klanv gant an derzien hag ar red‐goad. Paol a antreaz d’he gavoud; ha goude beza pedet, ec’h astennaz he zaouarn varnezhan hag e pareaz anezhan.


hag ho frezantjont d’an ebestel, pere, goude beza pedet, a astennaz varnezhe ho daouarn.


Neuze an ebestel a astennaz ho daouarn varnezhe, hag e recevjont ar Spered‐Santel.


Gwelet hen deuz en eur vizion eun den hanvet Ananias oc’h antren, hag hen deuz astennet he zaouarn varnezhan, evit ma kavo ar gwelet.


Ananias eta a ieaz kuit, hag o veza antreet en ti, ec’h astennaz he zaouarn varnezhan, en eur lavaret: Saul, va breur, an Aotrou Jesus, pehini a zo en em ziskouezet d’id en hent dre behini e oaz o tond, hen deuz va digasset evit ma kavi ar gwelet, ha ma vezi leuniet euz ar Spered‐Santel.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos