Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Sant Marc 13:27 - Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

27 hag e kasso he elez da zastum he re choazet euz ar pevar avel, adaleg ar c’horn pella euz an douar beteg ar pen pella euz an env.

Ver Capítulo Copiar

Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

27 Neuze e kaso e aeled da zastum e re zibabet eus ar pevar avel, adalek pennoù pellañ an douar betek pennoù pellañ an neñv.

Ver Capítulo Copiar




Sant Marc 13:27
27 Referencias Cruzadas  

Rouanez ar c’hresteiz a zavo er varn, a‐enep ar generation‐man, hag a gondaono anezhi; abalamour ma teuaz euz ar pen pella euz an douar evit klevet furnez Salomon; hag aman ez euz mui eged Salomon.


Mab an den a gasso he elez, hag e tennint er meaz euz he rouantelez an holl skoueriou fall hag ar re a ra fallentez;


Evel‐se e vezo e fin ar bed; an elez a zeuio, hag a separo ar re drouk euz a‐douez ar re just;


Ha ma na vije ket bet diveret an deiziou‐ze, na vije bet den saveteet; mes diveret e vezint abalamour d’ar re a zo choazet.


Rag sevel a raio fals‐Christed, ha fals‐profeted hag a rai miraclou braz ha burzudou, evit trompla, mar gellont, ar re choazet ho‐unan.


Hag hen a gasso he elez gant sôn skiltruz an drompil, hag an elez a zastumo assambles ar re choazet ganthan euz ar pevar avel, adaleg eur pen euz an env beteg ar pen all.


Ha ma n’hen divije ket an Aotrou diveret an deveziou‐ze, na vije bet saveteet den e‐bed; mes diveret hen deuz an deveziou‐ze abalamour d’ar re a zo bet choazet ganthan.


Rag sevel a rai Christed faos ha fals profeted, hag e raint miraclou ha burzudou evit trompla memeus ar re choazet ma vije gallet.


Diskit kement‐man dre barabolen ar vezen‐fiez: Pa zeu he brancou da deneraad hag he deliou da zispaka, ec’h ouzoc’h ema tost an hanv.


Hogen digwezoud a reaz d’an den paour mervel, hag e oe douget gant an elez var galon Abraham; an den pinvidic a varvaz ive, hag e oe sebeliet.


Ha Doue, daoust hag hen na venjo ket ar re hen deuz choazet, pere a gri var zu enhan noz deiz, petra‐benag ma tale da zond d’ho venji?


Bez’ em euz denved all ha n’emaint ket er vanden‐man; red eo d’in ho c’herc’hat ive; hag e selaouint va mouez, ha ne vezo nemed eur vanden hag eur mesaer hep‐ken.


ha n’e ket evit ar bobl hep‐ken, mes ive evit dastum assambles, er memeus corf, bugale Doue pere a zo disperset.


Piou a zavo evit tamal ar re choazet gant Doue? Doue eo an hini a justifi anezhe.


En em viskit eta, evel tud choazet gant Doue, santel ha muia‐karet, a entraillou a drugarez, a vadelez, a humilite, a zousder, a batianted;


Evit ar pez a zell donedigez hon Aotrou Jesus‐Christ, hag hon union adare ganthan,


Kement‐se a zo caoz ma c’houzanvan an holl draou abalamour d’ar re choazet, evit ma c’hellint ive kaoud ar zilvidigez a zo en Jesus‐Christ, gant ar gloar eternel.


choazet hervez an anaoudegez hen deuz Doue an Tad euz ar pez a dle c’hoarvezoud, evit beza santifiet dre ar Spered, evit senti ouz Jesus‐Christ, hag evit kaoud lod er goad hen deuz skulliet. Ra vezo cresket ar c’hras hag ar peoc’h enoc’h!


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos