Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Sant Marc 13:26 - Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

26 Ha neuze e vezo gwelet Mab an den o tond var ar goabrennou, gant eur galloud hag eur gloar braz;

Ver Capítulo Copiar

Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

26 Neuze e vo gwelet Mab an den o tont war ar c’hoabr gant ur galloud hag ur gloar bras.

Ver Capítulo Copiar




Sant Marc 13:26
15 Referencias Cruzadas  

Ha Jesus o respont a lavaraz dezhan: Eürus oud Simon, mab Jona; rag n’eo ket ar c’hig hag ar goad ho deuz discleriet kementse d’id, mes va Zad pehini a zo en envou.


Rag Mab an den a zeuio en gloar he Dad gant he elez; ha neuze e rento da bep hini hervez he oberou.


E gwirionez hen lavaran deoc’h, beza ez euz hinienou hag a zo aman prezant, ha na varvint ket, ken n’ho devezo gwelet Mab an den o tond en he rouantelez.


Neuze e vezo gwelet sin Mab an den en env; neuze ive an holl boblou euz an douar a vezo glac’haret, hag a skoio var boul ho c’halon, hag e velint Mab an den o tond var goabrennou an env, gant eur galloud hag eur c’hloar braz.


Hogen, pa zeui Mab an den en he c’hloar, hag an holl elez santel ganthan, neuze ec’h azezo var an tron euz he c’hloar.


Ha Jesus a lavaraz: Bez’ ez oun; ha c’houi a velo Mab an den azezet a‐zeo d’ar galloud euz a Zoue, hag o tond var goabrennou an env.


Rag piou‐benag hen devezo bet mez ac’hanoun hag euz va c’homzou, e‐touez ar raç‐tud avoultr ha pec’her‐man, Mab an den hen devezo ive mez anezhan, pa zeui en gloar he Dad gant an elez santel.


Lavaret a reaz ive dezhe: E gwirionez e lavaran deoc’h, bez’ ez euz hinienou aman prezant, ha na varvint ket ken ho devezo gwelet rouantelez Doue o tond gant galloud.


Ha neuze e velint Mab an den o tond var eur goabren, gant eur galloud hag eur gloar vraz.


hag a lavaraz: Tud a C’halile, perag e choumit‐hu aze da zellet ouz an env? Ar Jesus‐se, pehini a zo bet savet diganeoc’h en env, a zistroio er memeus doare ma hoc’h euz gwelet anezhan o sevel d’an env.


rag an Aotrou he‐unan a ziskenno euz an env, pa vezo roet ar signal, gant mouez eun arc’h‐eal, ha gant eun drompil a Zoue; hag ar re varo er C’hrist a resussito dagenta;


Rag n’e ket en eur heuil fablennou great gant finesse eo hon euz roet da anaoud deoc’h galloud ha donedigez hon Aotrou Jesus‐Christ; mes goude beza gwelet he vajeste gant hon daou‐lagad hon‐unan.


Setu, ema o tond var ar goabrennou, ha pep lagad a velo anezhan, hag ar re memeus ho deuz toullet anezhan; hag an holl boblou euz an douar a skoio va boul ho c’halon dirazhan. Ia, Amen.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos