Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Sant Lucas 17:1 - Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

1 Jesus a lavaraz ive d’he ziskibien: Red eo e c’hoarvezfe skoueriou fall; koulskoude malheur d’an hini a ro skouer fall.

Ver Capítulo Copiar

Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

1 Eñ a lavaras d’e ziskibien: Dibosupl eo na c’hoarvezfe ket abegoù de gouezhañ, met gwalleur d’an hini ma teuont drezañ!

Ver Capítulo Copiar




Sant Lucas 17:1
14 Referencias Cruzadas  

Mes Jesus, o veza distroet, a lavaraz da Ber: Tec’h kuit, Satan! eur scandal oud evidoun; rag da zonjezonou n’emaint ket var an traou a zell ouz Doue, mes var an traou a zell ouz an dud.


Malheur d’ar bed abalamour d’ar gwall‐exempl; red eo, evit gwir, e c’hoarvezfe gwall‐exempl; koulskoude malheur d’an den dre behini e teu ar gwall‐exempl!


Hag Abraham a lavaraz dezhan: Ma na zelaouont ket Moises hag ar brofeted, na gredint ket ken neubeud, ha pa zavfe unan euz a‐douez ar re varo.


N’en em varnomp mui eta an eil egile; mes barnit kentoc’h ne dleer rei nag occasion da bec’hi, na scandal e‐bed d’hor breur.


Koulskoude, ho pedan, breudeur, da ziwall ouz ar re a laka da zevel divisionou ha scandal a‐enep an doctrin hoc’h euz desket, ha da bellaad diouthe.


Na roit skouer fall da zen e‐bed, na d’ar Judevien, na d’ar Greked, na da Iliz Doue;


rag red eo e teufe eur rum en ho touez, da zevel a‐enep eur rum all, evit ma vezo anavezet ar re a zo approuvet en ho touez).


Rag‐se, mar deu ar pez a zebran da rei gwall exempl d’am breur, na zebrin mui a gig, gant aoun ne lakfen va breur da gweza er pec’hed.


Ar Spered a lavar sclear penaos en amzeriou diveza darn a droio kein d’ar feiz, oc’h en em rei da sperejou tromplus, ha da zoctrinou an droug‐sperejou;


Mes eun draic‐benag em euz en da enep, beza ec’h euz aze tud hag a heuil doctrin Balaam, pehini a zeske da Valak lakaad eun occasion a bec’hed dirag bugale Israel, evit lakaad anezhe da zebri traou sacrifiet d’an idolou, ha da gweza ebarz an impudicite.


Mes beza em euz eun draic‐benag en da enep: lezel a rez Jesabel, ar vreg‐se pehini a bretant beza profetez, da zond da gelen ha da drompla va zervicherien, evit ho lakaad da gweza en impurete, ha da zebri traou sacrifiet d’an idolou.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos