Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Sant Lucas 17:2 - Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

2 Gwelloc’h e vez dezhan ma vez staget ouz he c’houzoug eur mean milin, hag ma vez taolet er mor, eged ma rofe skouer fall da hini euz ar re vihan‐man.

Ver Capítulo Copiar

Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

2 Gwelloc’h e vefe dezhañ e vefe staget ur maen-milin ouzh e c’houzoug hag e vefe taolet er mor, eget ma lakafe da gouezhañ unan eus ar re vihan-mañ.

Ver Capítulo Copiar




Sant Lucas 17:2
13 Referencias Cruzadas  

Koulskoude gant aoun ne deufemp d’ho scandaliza, kea d’ar mor, ha taol eun higen, ha kemer ar c’henta pesk a zavo; ha pa pezo digoret he c’henou, e kavi eur stater (eur pez arc’hant); kemer anezhan, ha ro anezhan dezhe evidoun hag evidoud.


Likit evez na zisprijfac’h nicun euz ar re vihan‐man; rag hen lavaret a ran deoc’h, ho elez en envou a vel hep ehan faç va Zad pehini a zo en envou.


Evel‐se n’eo ket bolontez ho Tad, pehini a zo en envou, e vez kollet hini euz ar re vihan‐man.


Mab an den evit gwir a ia kuit evel ma’z eo bet scrivet divar he ben; mes malheur d’an hini gant pehini e vezo trahisset Mab an den; gwell e vez d’an den‐ze na vije ket bet ganet.


mes piou‐benag a roio gwall exempl da unan euz ar re vihan‐ze pere a gred enoun, gwelloc’h e vez dezhan e vez staget ouz he c’houzoug eur mean milin, hag e vez taolet er mor.


Goude eta m’ho doe leinet, Jesus a lavaraz da Simon Per: Simon, mab Jona, ha karoud a rez‐te ac’hanoun muioc’h eged ar re‐man? Per a respontaz: Ia, Aotrou, gouzoud a rez e karan ac’hanoud. Jesus a lavaraz dezhan: Messaa va oaned.


Mes evidoun‐me n’oun ket en em zervichet a hini euz an droajou‐ze, ha na scrivan ket an dra‐man, evit ma vezo great evel‐se d’in; rag gwell a vez ganen mervel, eged ma teufe unan‐benag da lemmel diganen ar sujet‐se a c’hloar.


Bet oun evel febl gant ar re febl, evit gounid ar re febl; en em c’hreat oun bet pep tra d’an holl, evit gallout e peb doare gounid unan‐benag.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos