Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Sant Lucas 17:1 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

1 Eñ a lavaras d’e ziskibien: Dibosupl eo na c’hoarvezfe ket abegoù de gouezhañ, met gwalleur d’an hini ma teuont drezañ!

Ver Capítulo Copiar

Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

1 Jesus a lavaraz ive d’he ziskibien: Red eo e c’hoarvezfe skoueriou fall; koulskoude malheur d’an hini a ro skouer fall.

Ver Capítulo Copiar




Sant Lucas 17:1
14 Referencias Cruzadas  

Met eñ, o tistreiñ, a lavaras da Bêr: A-dreñv din, Satan! Ur wallskouer out din, rak da soñjezonoù n’emaint ket hervez an traoù a sell ouzh Doue, met hervez an traoù a sell ouzh an dud.


Gwalleur d’ar bed abalamour d’an abegoù da gouezhañ! Rak ret eo e teufe abegoù da gouezhañ, met gwalleur d’an den e teu drezañ an abeg da gouezhañ.


Hag e lavaras dezhañ: Ma ne selaouont ket Moizez hag ar brofeded, ne gredint ket kennebeut ha pa adsavfe unan bennak a-douez ar re varv.


N’en em varnomp mui eta an eil egile, met kentoc’h barnit penaos na dleit ket lakaat un maen-kouezh pe reiñ un abeg a wallskouer d’ho preur.


Alian a ran ac’hanoc’h, breudeur, da ziwall diouzh a re a laka dizunvaniezh hag abegoù da gouezhañ a-enep ar gelennadurezh hoc’h eus desket, ha da bellaat diouto.


Na roit ket da gavout tamall, na d’ar Yuzevien, na d’ar C’hresianed, na da Iliz Doue,


rak ret eo e vefe disrannoù en ho touez, evit ma vo diskuliet ar re ac’hanoc’h a zo aprouet.


Dre-se, mar lakaan va breur da strebotiñ dre ar pezh a zebran, ne zebrin biken a gig, evit chom hep lakaat va breur da strebotiñ.


Ar Spered a lavar start penaos, en amzerioù diwezhañ, hiniennoù en em zistroio diouzh ar feiz evit en em reiñ da speredoù touellus ha da gelennadurezhioù an diaouled,


Met traoù bennak am eus a-enep dit: bez’ ec’h eus aze tud hag a zalc’h kelennadurezh Balaam, a zeske da Valag lakaat ur maen-kouezh dirak mibien Israel evit ma tebrjent traoù aberzhet d’an idoloù ha ma kouezhjent er c’hadaliezh.


Met traoù bennak am eus a-enep dit: lezel ar wreg Jezabel, en em lavar profedez, da gelenn ha da douellañ va servijerien evit o lakaat da gouezhañ er c’hadaliezh ha da zebriñ traoù aberzhet d’an idoloù.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos