Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Sant Ian 9:1 - Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

1 Evel ma oa Jesus o tremen, e velaz eun den hag a oa dall abaoe he c’hinivelez.

Ver Capítulo Copiar

Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

1 Evel ma oa o tremen, e welas un den a oa dall abaoe e c’hanedigezh.

Ver Capítulo Copiar




Sant Ian 9:1
12 Referencias Cruzadas  

Ha setu daou zen dall, pere a oa azezet var bord an hent, o klevet e oa Jesus o tremen, a gommansaz da grial, en eur lavaret: Aotrou, Mab David, bez truez ouzomp!


Pa oa Jesus a vond ac’hane, daou zen dall a heuliaz anezhan, en eur grial, hag en eur lavaret:


Neuze Jesus a c’houlennaz digant he dad: Pegeit amzer a zo abaoe ma c’hoarvez kement‐man ganthan? An tad a lavaraz: Adaleg he vugaleach.


Neuze eur vreg, pehini a oa klanv gant an dioada abaoe daouzec vloaz, hag he doa dispiniet he holl vadou gant medeusinet, hep gallout beza pareet gant hini e‐bed,


Hogen, bez’ e oa eno eun den hag a oa klanv abaoe eiz vloaz ha tregont;


Neuze e kemerjont mein evit ho zeurel ganthan; mes Jesus en em guzaz hag ez eaz er meaz euz an templ, o tremen dre ho c’hreiz, hag evel‐se ez eaz kuit.


Hag he ziskibien a c’houlennaz diganthan: Mestr, piou hen deuz pec’het, pe an den‐man, pe he dad, pe he vam, pa’z eo deuet dall var an douar?


Hogen e Listra e oa eun den azezet, mac’hagnet en he dreid; kam e oa adaleg ma oa ganet, ha n’hen doa biskoas baleet.


Ha pa velaz ar Varbared al loen‐ze a ispil euz he zorn, e leverjont etrezhe; A‐dra‐zur an den‐ze a zo eur muntrer, pa’z eo gwir, goude ma eo bet en em dennet euz ar mor, ar Justis n’hen lez ket da veva.


Rag an den a oa bet pareet dre ar miracl‐ze, hen doa tremen daou‐ugent vloaz.


Hag e kavaz eno eun den, hanvet Eneas, gourvezet var eur gouele eiz vloaz a oa, ha klanv gant ar paralizi.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos