Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Sant Ian 8:59 - Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

59 Neuze e kemerjont mein evit ho zeurel ganthan; mes Jesus en em guzaz hag ez eaz er meaz euz an templ, o tremen dre ho c’hreiz, hag evel‐se ez eaz kuit.

Ver Capítulo Copiar

Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

59 Neuze e kemerjont mein evit o zeurel gantañ, met Jezuz en em guzhas hag a yeas er-maez eus an templ o tremen dre o c’hreiz, hag evel-se ez eas kuit.

Ver Capítulo Copiar




Sant Ian 8:59
18 Referencias Cruzadas  

Var gement‐man ar Farizianed, o veza eat er meaz, en em guzuliaz evit gouzout penaos e rajent da goll anezhan.


Neuze ho daou‐lagad a zigoraz, hag ec’h anavezjont anezhan; mes hen a zisparissaz a‐zirazhe.


Rag‐se Jesus n’en em ziskoueze mui dirag an holl e‐touez ar Judevien, mes mond a reaz ac’hane da eur vro tost d’an dezert, da eur gear galvet Ephraïm; hag e choumaz eno gant he ziskibien.


An diskibien a lavaraz dezhan: Mestr n’euz ket pell ar Judevien a glaske meina ac’hanoud, hag ez ez c’hoas di!


E‐pad ma hoc’h euz ar sclerijen, credit er sclerijen, evit ma viot bugale ar sclerijen. Jesus a lavaraz an traou‐ze, ha goude ez eaz kuit hag en em guzaz outhe.


Pilat a lavaraz dezhe: Kemerit‐hen hoc’h‐unan, ha barnit‐hen hervez ho lezen. Ar Judevien a lavaraz dezhan: N’eo ket permetet deomp lakaad eun den d’ar maro.


Mes an hini a oa bet iac’heet na ouie ket piou e oa hennes; rag Jesus a oa en em dennet en kuz, rag kalz a dud a oa eno.


Evel ma oa Jesus o tremen, e velaz eun den hag a oa dall abaoe he c’hinivelez.


Neuze a crijont a‐bouez pen, hag e stouvjont ho diou‐skouarn, hag en em daoljont holl assambles varnezhan;


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos