5 Rag he vreudeur ho‐unan na gredent ket enhan.
5 Rak e vreudeur o-unan ne gredent ket ennañ.
Pa oa Jesus c’hoas o komz ouz ar bobl, he vam hag he vreudeur pere a oa er meaz, a glaske komz outhan.
Pa glevaz he gerent kement‐se, ez ejont evit cregi enhan; rag lavaret a reant: Kollet eo he skiant ganthan.
Mes, pa oe eat he vreudeur kuit, ez eaz ive d’ar gouel; n’ez eaz ket publicamant, mes evel en kuz.
Hag he vreudeur a lavaraz dezhan: Kea kuit ac’halen, ha kea er Jude, evit ma velo ive da ziskibien an oberou a rez.
Rag den na ra netra en kuz, pa vez o klask beza anavezet. Mar grez an traou‐ze, en em ziskouez da‐unan d’ar bed.