Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Sant Ian 7:4 - Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

4 Rag den na ra netra en kuz, pa vez o klask beza anavezet. Mar grez an traou‐ze, en em ziskouez da‐unan d’ar bed.

Ver Capítulo Copiar

Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

4 rak den ne ra netra e-kuzh pa glask bezañ anavezet. Mar rez an traoù-se, en em ziskouez da-unan d’ar bed.

Ver Capítulo Copiar




Sant Ian 7:4
12 Referencias Cruzadas  

Hag ober a reont ho holl oberou evit beza gwelet gant an dud; rag ledan a reont ho phulacteriou, hag asten a reont franjou ho dillad;


Mar d’oud Mab Doue, en em daol d’an traon; rag scrivet eo: Gourc’hemen a rai d’he elez divar da ben, hag e tougint ac’hanoud etre ho daouarn, gant aoun na stokfez da droad ouz eur mean‐benag.


Ha c’hoas pa iunit, na rit ket eur min trist, evel an hipocrited; rag kemer a reont eur visach strujet fall, evit diskouez d’an dud e iunont. E gwirionez hen lavaran deoc’h, receo a reont ho recompans.


Ha pa bedi, na ra ket evel an hipocrited; rag int a gar pedi en ho za er sinagogou hag e corn ar ruiou, evit beza gwelet gant an dud. E gwirionez hen lavaran deoc’h, receo a reont ho recompans.


An den mad a denn traou mad euz a denzor mad he galon, hag an den fall a denn traou fall euz a denzor fall he galon; rag euz a abondans ar galon eo e komz ar genou.


Jesus a respontaz dezhan: Komzet em euz sclear d’ar bed; kelennet em euz bepred er sinagog hag en templ, el leac’h m’en em zastum ar Judevien holl euz a bep leac’h, ha n’em euz lavaret netra en‐kuz.


Hag he vreudeur a lavaraz dezhan: Kea kuit ac’halen, ha kea er Jude, evit ma velo ive da ziskibien an oberou a rez.


Rag he vreudeur ho‐unan na gredent ket enhan.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos