Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Sant Ian 5:43 - Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

43 Deuet oun en hano va Zad, ha c’houi na recevit ket ac’hanoun; mar deu unan all en he hano he‐unan, c’houi hen recevo.

Ver Capítulo Copiar

Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

43 Deuet on en anv va Zad ha ne zegemerit ket ac’hanon. Mar deu unan all en e anv e-unan, e tegemerot anezhañ.

Ver Capítulo Copiar




Sant Ian 5:43
13 Referencias Cruzadas  

Rag sevel a raio fals‐Christed, ha fals‐profeted hag a rai miraclou braz ha burzudou, evit trompla, mar gellont, ar re choazet ho‐unan.


Rag meur a hini a zeuio em hano, en eur lavaret: Me eo ar C’hrist, hag e tromplint kalz a dud.


Jesus a respontaz dezhe: Hen lavaret em euz deoc’h, ha na gredit ket; an oberou a ran en hano va Zad a rent testeni ac’hanoun.


Va Zad, glorifi da hano. Neuze e teuaz eur vouez euz an env, hag a lavaraz: He c’hlorifiet em euz, hag he c’hlorifia a rin c’hoas.


Rag Doue hen deuz karet kement ar bed, ma hen deuz roet he Vab unic, evit na vezo ket kollet piou‐benag a gred enhan, mes ma hen devezo ar vuez eternel.


mes anaoud a ran n’hoc’h euz ket karantez Doue enoc’h hoc’h‐unan.


Rag me a zo diskennet euz an env, n’e ket evit ober va bolontez va‐unan, mes bolontez an hini hen deuz va digasset.


Ha n’e ket te eo an Ejyptian‐ze pehini, an deiziou diveza‐man, hen deuz lakeat ar bobl da zevel, hag hen deuz kasset ganthan d’an dezert pevar mil dorfetour?


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos