Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Sant Ian 5:42 - Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

42 mes anaoud a ran n’hoc’h euz ket karantez Doue enoc’h hoc’h‐unan.

Ver Capítulo Copiar

Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

42 Met hoc’h anavezan, n’emañ ket karantez Doue ennoc’h hoc’h-unan.

Ver Capítulo Copiar




Sant Ian 5:42
17 Referencias Cruzadas  

Hag hen a lavaraz dezhe: Evidoc’h‐hu, c’houi a glask tremen evit tud just dirag an dud; mes Doue a anavez ho calonou; rag ar pez a zo huel dirag an dud a zo eun abomination dirag Doue.


ha n’hen doa ket ezom e vije rentet dezhan testeni divarben an den, rag he‐unan e ouie petra a oa ebarz an den.


Lavaret a reaz dezhan an deirved gwech: Simon, mab Jona, ha karoud a rez‐te ac’hanoun? Per a oe glac’haret abalamour m’hen doa lavaret evit an deirved gwech: Ha karoud a rez‐te ac’hanoun? Hag e lavaraz dezhan: Aotrou, te a oar pep tra, gouzoud a rez e karan ac’hanoud. Jesus a lavaraz dezhan: Messaa va denved.


Me na recevan ket va gloar euz a‐berz an dud;


Deuet oun en hano va Zad, ha c’houi na recevit ket ac’hanoun; mar deu unan all en he hano he‐unan, c’houi hen recevo.


Penaos ec’h hellithu credi, pa dennit ho kloar an eil euz egile, ha na glaskit ket ar gloar a zeu euz a Zoue hep‐ken?


Jesus a lavaraz dezhe: Ma vije Doue ho tad, e karjec’h ac’hanoun, rag euz a Zoue eo ez oun, hag a beurz Doue e teuan; rag n’oun ket deuet ac’hanoun va‐unan, mes hen eo hen deuz va digasset.


An hini a zo euz a Zoue a zelaou komzou Doue; dre‐ze eo n’ho zelaouit ket, abalamour n’oc’h ket euz a Zoue.


Koulskoude n’hoch euz ket hen anavezet; mes me a anavez anezhan: ha ma lavarfen n’hen anavezan ket, e vefen eur gaouiad evel‐d’oc’h; mes hen anaoud a ran, ha miret a ran he gomzou.


rag ar garantez euz ar c’hig a zo kassoni ouz Doue; rag ne bleg ket da lezen Doue; hag evit‐gwir na hell ket hen ober.


Na garit ket ar bed, nag an traou a zo er bed. Mar d’euz unan‐benag hag a gar ar bed, karantez an Tad n’ema ket enhan;


Hogen, an hini hen defe madou ar bed‐man, hag o velet he vreur o kaoud ezom, a zerfe he galon outhan, penaos e choumfe karantez Doue enhan?


Mar d’euz unan‐benag hag a lavar: Me a gar Doue, ha mar deu da gasaad he vreur, hennes a zo eur gaouiad; rag an hini na gar ket he vreur hag hen o velet anezhan, penaos ec’h hell‐hen karoud Doue, pa na vel ket anezhan?


Hag e lakain he bugale da vervel; hag an holl Ilizou a ouezo penaos ez oun an hini a zont ar c’hroazellou hag ar c’halonou; hag e roin da bep hini ac’hanoc’h hervez he oberou.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos