Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Sant Ian 5:44 - Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

44 Penaos ec’h hellithu credi, pa dennit ho kloar an eil euz egile, ha na glaskit ket ar gloar a zeu euz a Zoue hep‐ken?

Ver Capítulo Copiar

Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

44 Penaos e c’hellit krediñ, c’hwi hag a resev ho kloar an eil digant egile ha na glask ket ar gloar a zeu eus Doue hepken?

Ver Capítulo Copiar




Sant Ian 5:44
26 Referencias Cruzadas  

Hag ober a reont ho holl oberou evit beza gwelet gant an dud; rag ledan a reont ho phulacteriou, hag asten a reont franjou ho dillad;


Hag hen a lavaraz dezhan: Mad, servicher mad; pa’z oud bet fidel en neubeud a dra, e pezo ar gouarnamant var deg kear.


Rag gwelloc’h e oa ganthe ar gloar a zeu euz an dud, eged gloar Doue.


Hogen, ar vuez eternel eo, ma c’hanavezint ac’hanoud, te pehini eo ar gwir Doue, ha Jesus‐Christ pehini ec’h euz digasset.


Rag kement hini a ra an droug hen deuz kaz euz ar sclerijen, ha ne dosta ket ouz ar sclerijen gant aoun na vez discleriet he oberou.


Me na recevan ket va gloar euz a‐berz an dud;


Perag na intentit‐hu ket ar pez a lavaran deoc’h? Abalamour na hellit ket selaou va c’homzou.


mes gloar, hag henor ha peoc’h da gement hini a ra ar mad; d’ar Judeo da genta, ha neuze d’ar Grek;


mes euz an diabarz eo e vezer Judeo, hag ar gwir circoncision eo hini ar galon, an hini a zo hervez ar spered, ha nann hervez al lizeren; ha meulodi ar Judeo‐ze na zeu ket euz an dud, mes euz a Zoue.


da lavaret eo, ar vuez eternel d? ar re pere, o kenderc’hel da ober ar pez a zo mad, a glask ar gloar, an henor hag an immortalite;


Rag‐se na varnit netra araog ma vez deuet an amzer, ken a zeuio an Aotrou pehini a lakai da veza sclear an traou a oa kuzet en devalijen, hag a lako dirag daoulagad an holl ar c’huzuliou kuzet euz ar c’halonou; ha neuze pep hini hen devezo he veuleudi digant Doue.


Rag n’e ket an hini en em recommand he‐unan a vez kavet mad, mes an hini a vez recommandet gant Doue.


na rit netra dre zisput; na dre fougeerez; mes ra zeuio peb hini ac’hanoc’h da gonsideri ar re all, dre humilite, evel gwelloc’h egethan he‐unan.


Ha n’hon euz ket klasket ar gloar a zeu euz an dud, nag en ho touez, nag e‐touez ar re all; petra‐benag ma c’hellemp, evel ebestel Jesus‐Christ, poueza gant otorite, koulskoude, ez omp bet dous en ho touez.


Da Roue an holl amzeriou, immortel, hag invisibl, da Zoue en pehini hep‐ken ema ar furnez, ra vezo rentet henor ha gloar da viken! Amen.


Likit evez, breudeur, na vez en hini ac’hanoc’h eur galon fall ha difeiz, en eur drei kein d’an Doue beo.


Diwallit na zeufe, va breudeur, ar feiz hoc’h euz en hon Aotrou Jesus‐Christ glorifiet, da zellet ouz apparans an dud.


evit ma teui an amprouv euz ho feiz, pehini a zo preciussoc’h eged an aour a rank perissa, hag a vez koulskoude amprouvet dre an tan, da drei da veuleudi deoc’h, da henor ha da c’hloar, e deiz donedigez Jesus‐Christ,


da Zoue, hor Zalver, en pehini hep‐ken ema ar furnez, ra vezo ar gloar, an henor, an nerz hag ar galloud, breman ha da virviken! Amen.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos