Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Sant Ian 3:34 - Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

34 Rag an hini a zo bet digasset gant Doue, a lavar komzou Doue, rag Doue na ro ket dezhan ar Spered dre vuzur.

Ver Capítulo Copiar

Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

34 rak an hini en deus Doue kaset a lavar komzoù Doue, rak Doue ne ro ket dezhañ ar Spered dre vuzul.

Ver Capítulo Copiar




Sant Ian 3:34
29 Referencias Cruzadas  

Setu va zervicher pehini em euz choazet, va muia‐karet e pehini hen deuz va ene kemeret plijadur; lakaad a rin va Spered varnezhan, hag ec’h annonso ar justis d’an nationou;


Spered an Aotrou a zo varnoun, abalamour da ze hen deuz va eoliet evit prezeg an Aviel d’ar beorien; va c’hasset hen deuz evit iac’haad ar re a zo mantret ho c’halon;


Hag holl hon euz bet deuz he leunder, ha gras evit gras.


Pa vezo deuet ar C’honsclator a gassin deoc’h a‐beurz an Tad, ar Spered a wirionez, pehini a zeu euz an Tad, hen a roio testeni ac’hanoun.


Koulskoude, ar wirionez a lavaran deoc’h, talvoudec eo deoc’h ma’z afen kuit; rag ma n’ez an ket kuit, ar C’honsolator na zeuio ket d’ho kavout; mes mar d’an kuit, me hen digasso deoc’h.


Rag Doue n’hen deuz ket digasset he Vab er bed, evit barna ar bed, mes evit ma vezo salvet ar bed dreizhan.


Rag, evel ma hen deuz an Tad ar vuez enhan he‐unan, evel‐se hen deuz roet ive d’ar Mab da gaoud ar vuez enhan he‐unan.


Jesus a respontaz dezhe: Va c’helenadurez na zeu ket ac’hanoun‐me, mes euz an hini hen deuz va digasset.


Mes breman e klaskit va lakaad d’ar maro, me, eun den hag hen deuz lavaret deoc’h ar wirionez em euz klevet gant Doue; Abraham n’hen deuz ket great kement‐se.


An hini a zo euz a Zoue a zelaou komzou Doue; dre‐ze eo n’ho zelaouit ket, abalamour n’oc’h ket euz a Zoue.


beteg an deiz ma oe savet en env, goude m’hen doe roet he c’hourc’hemenou, dre ar Spered‐Santel, d’he ebestel hen doa choazet;


penaos hen deuz Doue eoliet euz ar Spered‐Santel hag euz a c’halloud Jesus a Nazaret, pehini a iea euz an eil leac’h d’egile en eur ober vad hag en eur iac’haad ar re holl a oa mac’het gant an diaoul; rag Doue a oa ganthan.


rag lezen ar Spered a vuez, pehini a zo en Jesus‐Christ, he deuz va delivret euz a lezen ar pec’hed hag ar maro.


D’in‐me, an distera euz an holl zent, eo bet roet ar c’hras‐se da brezeg, e‐touez ar Jentiled, ar pinvidigezou incomprenabl euz ar C’hrist,


Rag plijet eo bet da Zoue lakaad da choum enhan peb leunder;


Rag enhan ema an holl leunder euz an divinite o choum en eur c’horf.


Lavaret a reaz d’in ive: Achu eo pep tra; me eo an Alpha hag an Omega, ar c’hommansamant hag ar fin. D’an hini hen deuz sec’hed e roin en gratis euz a feunteun an dour a vuez.


Goude‐ze, an eal a ziskouezaz d’in eur rivier a zour beo, sclear evel cristal, hag a zeue er meaz euz a dron Doue hag an Oan.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos