Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Sant Ian 1:46 - Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

46 Nathanael a lavaraz dezhan: Daoust hag euz a Nazaret ec’h hell dond eun dra‐benag a vad? Philip a lavaraz dezhan: Deuz ha gwel.

Ver Capítulo Copiar

Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

46 Natanael a lavaras dezhañ: Hag eus Nazared e c’hell dont un dra vat bennak? Filip a lavaras dezhañ: Deus ha gwel.

Ver Capítulo Copiar




Sant Ian 1:46
14 Referencias Cruzadas  

Philip, ha Bartelemi; Tomas, ha Maze ar publican; Jakes, mab Alfe, ha Lebbe, les‐hanvet Tadde;


hag o veza deuet, e choumaz en eur gear galvet Nazaret; hag evel‐se e oe accomplisset ar pez a oa bet lavaret dre ar brofeted: Galvet e vezo Nazaread.


Ha perag ive ne anavezithu ket dreizoc’h hoc’h‐unan, ar pez a zo just?


Hogen, Philip a oa euz a Vethsaida, kear Andre ha Per.


Philip a gavaz Nathanael hag a lavaraz dezhan: Kavet hon euz an hini a zo bet scrivet divar he ben gant Moises el lezen, hag a zo bet annonset gant ar brofeted, Jesus, mab Josef, euz a Nazaret.


Ar re‐man a zeuaz da gavout Philip, hag a oa euz a Vethsaïda en Galile; hag e pedjont anezhan, en eur lavaret: Aotrou, ni a garfe gwelet Jesus.


Philip a lavaraz dezhan: Aotrou, diskouez deomp an Tad, ha kement‐se a vezo awalc’h deomp.


Deuit da velet eun den hag hen deuz lavaret d’in‐me kement tra em euz great; daoust ha na vez ket hennes ar C’hrist?


Jesus eta, o veza savet he zaou‐lagad, hag o velet ar bobl vraz a zeue d’hen kavoud, a lavaraz da Philip: A be leac’h e prenimp‐ni bara, evit m’ho devezo an dud‐man da zebri?


Philip a respontaz dezhan: Daou c’hant dinerad bara na vez ket awalc’h evit rei eun tam da bep hini anezhe.


Respont a rejont dezhan: Hag eur Galilead oud‐te ive? Klask, ha gwel ha profet e‐bed a zo bet biskoas savet euz a C’halile.


Amprouvit an holl draou; dalc’hit stard ar pez a zo mad.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos