Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Sant Ian 1:45 - Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

45 Philip a gavaz Nathanael hag a lavaraz dezhan: Kavet hon euz an hini a zo bet scrivet divar he ben gant Moises el lezen, hag a zo bet annonset gant ar brofeted, Jesus, mab Josef, euz a Nazaret.

Ver Capítulo Copiar

Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

45 Filip a gavas Natanael hag a lavaras dezhañ: Kavet hon eus an hini a zo bet skrivet diwar e benn gant Moizez el lezenn ha gant ar brofeded: Jezuz mab Jozef, eus Nazared.

Ver Capítulo Copiar




Sant Ian 1:45
41 Referencias Cruzadas  

Philip, ha Bartelemi; Tomas, ha Maze ar publican; Jakes, mab Alfe, ha Lebbe, les‐hanvet Tadde;


Ha n’eo ket he‐man mab ar c’halvez? Ha na c’halver ket he vam Mari, hag he vreudeur Jakes, ha Joses, ha Simon, ha Jud?


hag o veza deuet, e choumaz en eur gear galvet Nazaret; hag evel‐se e oe accomplisset ar pez a oa bet lavaret dre ar brofeted: Galvet e vezo Nazaread.


Hag ar bobl a lavare: He‐man eo Jesus ar profet, pehini a zo euz a Nazareth en Galile.


hag, o velet Per o tomma, e sellaz outhan, hag e lavaraz: Te a oa ive gant Jesus a Nazaret.


Ha n’eo ket he‐man ar c’halvez, mab Mari, breur Jakes, Joses, Jud ha Simon? He c’hoarezed ha n’emaint‐hi ket aman ganeomp? Hag e kavent leac’h enhan da veza scandalizet.


ha e oe roet dezhan da anaoud e oa Jesus a Nazaret o tremen.


Josef ive a bignaz euz a C’halile, euz a gear Nazaret, d’ar Jude, da gear David, a c’halver Bethlehem, dre ma oa euz a di hag euz a famil David,


Pa velaz he dad hag he vam anezhan, e oent souezet; hag he vam a lavaraz dezhan: Va bugel, perag ec’h euz‐te great kement‐man deomp? Setu da dad ha me hon euz da glasket gant kalz a nec’hamant.


Neuze, en eur gommans dre Voises, ha dre an holl brofeted, e tisclerie dezhe en holl Scrituriou kement a zelle anezhan.


Neuze e lavaraz dezhe: Setu aze ar pez a lavaren deoc’h, pa oann c’hoas assambles ganeoc’h, e oa red ma vije accomplisset kement a zo bet scrivet divar va fen o lezen Moises, er brofeted, hag er Salmou.


Ha Jesus a oa var‐dro tregont vloaz pa gommansaz da brezeg, hag e oa evel ma credet, mab da Josef, da Heli,


An holl a roe testeni dezhan, hag a oa souezet euz ar c’homzou a c’hras a zeue euz he c’henou, hag e lavarent: Ha n’eo ket hennes mab Josef?


Hogen, Philip a oa euz a Vethsaida, kear Andre ha Per.


Ar re‐man a zeuaz da gavout Philip, hag a oa euz a Vethsaïda en Galile; hag e pedjont anezhan, en eur lavaret: Aotrou, ni a garfe gwelet Jesus.


Philip a lavaraz dezhan: Aotrou, diskouez deomp an Tad, ha kement‐se a vezo awalc’h deomp.


Respont a rejont dezhan: Jesus a Nazaret. Jesus a lavaraz dezhe: Me eo. Ha Judas, an hini a drahisse anezhan, a oa ive ganthe.


Goulen a reaz diganthe c’hoas eur vech all: Piou a glaskit‐hu? Hag int a lavaraz adare: Jesus a Nazaret.


Pilat a reaz ive eur scrid hag hen lekeaz var ar groaz; hag e oa scrivet varnezhan: jesus a nazaret, roue ar judevien.


Simon Per, ha Thomas, hanvet Didimus, Nathanael, pehini a oa euz a Gana en Galile, mipien Zebede ha daou all euz he ziskibien a oa assambles.


Hag e lavarent: Ha n’e ket hennes eo Jesus, mab Josef, a behini ec’h anavezomp an tad hag ar vam? Penaos eta ec’h hell lavaret: Me a zo diskennet euz an env?


Jesus eta, o veza savet he zaou‐lagad, hag o velet ar bobl vraz a zeue d’hen kavoud, a lavaraz da Philip: A be leac’h e prenimp‐ni bara, evit m’ho devezo an dud‐man da zebri?


Philip a respontaz dezhan: Daou c’hant dinerad bara na vez ket awalc’h evit rei eun tam da bep hini anezhe.


penaos hen deuz Doue eoliet euz ar Spered‐Santel hag euz a c’halloud Jesus a Nazaret, pehini a iea euz an eil leac’h d’egile en eur ober vad hag en eur iac’haad ar re holl a oa mac’het gant an diaoul; rag Doue a oa ganthan.


Tud a Israel, klevit ar c’homzou‐man: Jesus a Nazaret, an den‐ze da behini hen deuz Doue rentet testeni en ho touez dre an oberou a c’halloud, ar burzudou hag ar miraclou hen deuz great Doue dreizhan en ho touez, evel ma ouzoc’h hoc’h‐unan;


Ha me a respontaz: Piou oud‐de, Aotrou? Hag hen a lavaraz d’in: Me eo Jesus a Nazaret, pehini a bersecutez.


Gwir eo penaos, evidoun‐me, em boa credet e oa va dever stourm gant nerz a‐enep hano Jesus a Nazaret.


Neuze Per a lavaraz dezhan: Me n’em euz nag arc’hant nag aour; mes ar pez em euz, a roan d’id; en hano Jesus a Nazaret, sav ha bale.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos