Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Sant Ian 1:41 - Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

41 Andre a gavaz da genta he vreur Simon, hag a lavaraz dezhan: Kavet hon euz ar Messi (da lavaret eo, ar C’hrist).

Ver Capítulo Copiar

Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

41 Eñ a gavas da gentañ e vreur e-unan, Simon, hag a lavaras dezhañ: Kavet hon eus ar Mesiaz, da lavarout eo ar C’hrist.

Ver Capítulo Copiar




Sant Ian 1:41
21 Referencias Cruzadas  

Setu, ar verc’hez a vezo brazez, hag e c’hano eur mab, hag he hano a vezo emmanuel, da lavaret eo: DOUE GANEOMP.


Ha pa ho doa gwelet anezhan, e tisclerjont ar pez a oa bet lavaret dezhe divarben ar bugel‐ze.


Hou‐man, o veza en em gavet eno en heur‐ze, a veule ive an Aotrou, hag a gomze divarben Jesus d’an holl dud euz a Jerusalem, pere a oa o c’hortoz delivrans Israel.


Philip a gavaz Nathanael hag a lavaraz dezhan: Kavet hon euz an hini a zo bet scrivet divar he ben gant Moises el lezen, hag a zo bet annonset gant ar brofeted, Jesus, mab Josef, euz a Nazaret.


Ar vaouez‐se a respontaz dezhan: Gouzoud a ran e tle dond ar Messi, an hini a c’halver ar C’hrist; pa vezo deuet, e tisclerio deomp pep tra.


penaos hen deuz Doue eoliet euz ar Spered‐Santel hag euz a c’halloud Jesus a Nazaret, pehini a iea euz an eil leac’h d’egile en eur ober vad hag en eur iac’haad ar re holl a oa mac’het gant an diaoul; rag Doue a oa ganthan.


Rag Herodes ha Pons‐Pilat, gant ar Jentiled hag ar bobl a Israel, a zo en em assamblet a‐enep da Vab santel Jesus, pehini ec’h euz eoliet,


ar pez hon euz gwelet ha klevet eo a ziscleriomp deoc’h, evit ma ho pezo‐c’honi communion ganeomp. Hogen, hor c’hommunion a zo gant an Tad ha gant Jesus‐Christ he Vab.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos