Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Apocalyps 8:9 - Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

9 Hag an drederen euz ar grouadurien a oa er mor, hag ho doa buez, a varvaz; hag an drederen euz ar batimanchou a oe distrujet.

Ver Capítulo Copiar

Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

9 an deirvet lodenn eus ar grouadurien a oa er mor hag o doa buhez a varvas, hag an deirvet lodenn eus al listri a voe kollet.

Ver Capítulo Copiar




Apocalyps 8:9
13 Referencias Cruzadas  

hag he lost a gasse ganthan an drederen euz a stered an env, hag ho zaolaz d’an douar. Neuze an aerouant a choumaz en he za dirag ar vreg a oa prest da wilioudi, evit devori he bugel pa vije ganet ganthi.


An eil eal a skulliaz he scudel er mor, hag e teuaz da veza evel goad eun den maro; ha kement tra beo a oa er mor a varvaz.


Hag an trede eal a zonaz gant he drompil, hag e kwezaz euz an env eur stereden vraz henvel ouz eul lamp o tevi, hag e kwezaz var an drededen euz ar steriou, ha var vamennou an doureier.


Neuze ar pevare eal a zonaz gant he drompil; hag e oe skoet an drederen euz an heol, hag an drederen euz al loar, hag an drederen euz ar stered, en hevelep doare ma oe tenvaleet an drederen anezhe, ha ma kollaz an drederen euz an deiz he sclerijen, kerkoulz hag an noz.


Hag an eal kenta a zonaz, hag e teuaz kazerc’h ha tan kemmesket gant goad da gweza var an douar; hag an drederen euz ar gwez a oe devet, hag an holl yeot glaz a oe devet.


Kerkent e oe distaget ar pevar eal pere a oa prest d’an heur, d’an deiz, d’ar mis, d’ar bloaz, da laza an derved loden euz an dud.


An drederen euz an dud a oe lazet gant an tri dra‐man, gant an tan, gant ar moged, ha gant ar soufr a zeue er meaz euz ho genou.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos