Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Apocalyps 8:10 - Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

10 Hag an trede eal a zonaz gant he drompil, hag e kwezaz euz an env eur stereden vraz henvel ouz eul lamp o tevi, hag e kwezaz var an drededen euz ar steriou, ha var vamennou an doureier.

Ver Capítulo Copiar

Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

10 An trede ael a sonas, hag e kouezhas eus an neñv ur steredenn vras leskidik evel ur c’houlaouenn-dan, hag e kouezhas war an deirvet lodenn eus ar stêrioù ha war ar mammennoù-dour.

Ver Capítulo Copiar




Apocalyps 8:10
21 Referencias Cruzadas  

Neuze rouantelez an envou a vezo henvel ouz deg gwerc’hez pere, o veza kemeret ho lampou, a ieaz er meaz da zialben ar pried.


Hag hen a lavaraz dezhe: Me a vele Satan o kweza euz an env evel eul luc’heden.


ar re‐ze a zo tarzou‐mor spountus, hag a daol an eonen euz ho louzdoni; steredred evit pere an devalijen a zo destinet da virviken.


Setu aman myster ar seiz stereden ec’h euz gwelet em dorn deo, hag ar seiz cantoleur aour: Ar seiz stereden eo an elez euz ar seiz Iliz; hag ar seiz cantoleur ec’h euz gwelet, eo ar seiz Iliz.


hag he lost a gasse ganthan an drederen euz a stered an env, hag ho zaolaz d’an douar. Neuze an aerouant a choumaz en he za dirag ar vreg a oa prest da wilioudi, evit devori he bugel pa vije ganet ganthi.


en eur lavaret gant eur vouez krenv: Doujit Doue, ha roit gloar dezhan, rag deuet eo heur he varn; hag adorit an hini hen deuz great an env hag an douar, ar mor ha mamennou an doureier.


An trede eal a skulliaz he scudel var ar steriou ha var mamennou an doureier; hag e oent troet en goad.


Ha stered an env a gwezaz var an douar, evel ma taol eur vezen‐fiez he fiez glaz, pa vez hijet gant eur bar‐avel.


Hag an eal kenta a zonaz, hag e teuaz kazerc’h ha tan kemmesket gant goad da gweza var an douar; hag an drederen euz ar gwez a oe devet, hag an holl yeot glaz a oe devet.


Hag ar pemved eal a zonaz gant he drompil, hag e veliz eur stereden kwezet euz an env d’an douar; hag alc’houez punz an abim a oe roet d’an eal‐ze.


Kerkent e oe distaget ar pevar eal pere a oa prest d’an heur, d’an deiz, d’ar mis, d’ar bloaz, da laza an derved loden euz an dud.


An drederen euz an dud a oe lazet gant an tri dra‐man, gant an tan, gant ar moged, ha gant ar soufr a zeue er meaz euz ho genou.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos