Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Apocalyps 5:5 - Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

5 Hag unan euz ar re Ancien a lavaraz d’in: Na ouel ket; setu, al leon, pehini a zo euz a dribu Juda, euz a c’hrizien David, hen deuz trec’het evit digeri al levr ha distaga ar seiz siel anezhan.

Ver Capítulo Copiar

Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

5 Unan eus an henaourien a lavaras din: Na ouel ket. Setu, al leon a zo eus meuriad Juda, gwrizienn David, en deus trec’het evit digeriñ al levr ha dieren ar seizh siell anezhañ.

Ver Capítulo Copiar




Apocalyps 5:5
25 Referencias Cruzadas  

Mes Jesus o tistrei outhe, a lavaraz: Merc’hed Jerusalem, na welit ket varnoun‐me, mes gwelit varnoc’h hoc’h‐unan ha var ho pugale;


Hag an Aotrou, pa velaz anezhi, hen doe truez outhi, hag e lavaraz dezhi: Na wel ket.


Hag an holl a wele hag a hirvoude abalamour dezhi; mes Jesus a lavaraz: Na welit ket; n’ed eo ket maro, mes kousket hep‐ken.


Hag an elez a lavaraz dezhe: Greg, perag e welez‐te? Hi a lavaraz dezhe: Abalamour ma ho deuz douget kuit va Aotrou, ha na ouzon ket pe leac’h ho deuz lakeet anezhan.


er Scrituriou‐sacr, hag a gomz divarben he Vab, ganet euz a lignez David hervez ar c’hig,


Izaias a lavar ive: Dond a rai euz a Jesse eur c’hrizien hag a zavo evit gouarn ar Jentiled; hag ar Jentiled a espero enhan.


Rag sclear eo penaos hon Aotrou a zo euz a lignez Juda, ha Moises n’hen deuz lavaret netra divarben an tribu‐ze, evit ar pez a zell ar velegiach.


Revelation Jesus‐Christ, roet dezhan gant Doue, evit diskouez d’he zervicherien an traou a dle c’hoarvezout hep‐dale, hag hen deuz roet da anaoud, en eur zigas he eal da Ian, he zervicher;


Me, Jesus, em euz kasset va eal, evit renta deoc’h testeni euz an traou‐man en Ilizou. Me eo grizien ha lignez David, ar stereden lugernus euz ar mintin.


An hini a drec’ho, me hen lakai da azeza ganen var va zron, evel ma em euz‐me ive trec’het hag emoun azezet gant va Zad var he dron.


ar pevar‐var‐n’ugent Ancien en em brosterne dirag an hini a oa varan tron hag ec’h adorent an hini a zo beo da virviken, hag e taolent ho c’hurunennou dirag an tron, en eur lavaret:


En‐dro d’an tron e oa pevar‐var‐n’ugent tron all; ha var an troniou‐ze e veliz pevar‐var‐n’ugent den Ancien azezet, gwisket gant dillad gwenn, ha var ho fen e oa curunennou aour.


Ha me a gommansaz da ouela dourec, abalamour na oe kavet den e‐bed dign da zigeri al levr, na d’hen len, na da zellet outhan.


Ha me a zellaz, pa hen doe digoret an Oan arziellou, hag e kleviz unan euz ar pevar aneval o lavaret gant eur vouez evel ar gurun: Deuz, ha gwel.


Neuze unan euz ar re Ancien a gommansaz da gomz, hag a lavaraz d’in: Piou eo ar re‐ze a zo gwisket gant saeou gwenn, hag a be leac’h ez inthi deuet?


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos