Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Apocalyps 4:6 - Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

6 Bez’ e oa ive dirag an tron eur mor gwer henvel ouz cristal, hag e‐kreiz an tron hag en‐dro d’an tron, pevar aneval leun a zaou‐lagadou araog hag adren.

Ver Capítulo Copiar

Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

6 Bez’ e oa ivez dirak an tron ur mor gwer heñvel ouzh strink. E-kreiz an tron hag en-dro d’an tron, e oa pevar bev leun a lagadoù a-dreñv hag a-raok.

Ver Capítulo Copiar




Apocalyps 4:6
25 Referencias Cruzadas  

Hag e canent evel eur c’hantic nevez dirag an tron, ha dirag ar pevar aneval hag ar re Ancien; ha den na helle diski ar c’hanticse, nemed ar c’hant pevar ha daou‐ugent mil, pere a zo bet prenet euz an douar.


Gwelet a riz ive evel eur mor gwer, mesket gant tan; hag ar re ho doa trec’het al loen, hag he imach, hag he verk, hag an niver euz he hano, en em zalc’he var ar mor gwer‐ze, ha telennou Doue ganthe.


Neuze unan euz ar pevar aneval a roaz d’ar seiz eal seiz scudel aour leun a goler an Doue a vev da virviken.


Hag ar pevar‐var‐n’ugent den Ancien, hag ar pevar aneval en em brosternaz, hag a adoraz Doue a oa azezet var an tron, en eur lavaret: Amen, Alleluia!


Skedus e oa evel eur mean precius meurbed, evel eur mean jasp, sclear evel cristal.


Ar voger a oa great gant mein jasp, mes ar gear a oa aour pur, henvel ouz gwer pur.


An daouzec dor a oa daouzec perlezen; pep dor a oa great gant eur berlezen hep‐ken, hag ar blasen euz ar gear a oa euz a aour pur henvel ouz gwer pur.


Goude‐ze, an eal a ziskouezaz d’in eur rivier a zour beo, sclear evel cristal, hag a zeue er meaz euz a dron Doue hag an Oan.


En‐dro d’an tron e oa pevar‐var‐n’ugent tron all; ha var an troniou‐ze e veliz pevar‐var‐n’ugent den Ancien azezet, gwisket gant dillad gwenn, ha var ho fen e oa curunennou aour.


Neuze e selliz, hag e kleviz mouez kalz a elez en‐dro d’an tron ha d’an anevaled ha d’ar re Ancien; hag an niver anezhe a oa meur a vilion.


Hag ar pevar aneval a lavare: Amen. Hag ar pevar‐varn’ugent den Ancien en em brosternaz hag a adoraz an hini a vev da virviken.


Hag e selliz, hag e veliz e‐kreiz an tron hag ar pevar aneval, hag e‐kreiz ar re Ancien, eun Oan pehini a oa eno evel pa vije bet lazet; beza hen doa seiz corn ha seiz lagad, pere eo ar seiz Spered a Zoue, kasset dre ar bed holl.


Ha pa hen doe kemeret al levr, ar pevar aneval hag ar pevar‐varn’ugent den Ancien en em brosternaz dirag an Oan, ha gant pep hini anezhe telennou ha besseliou aour leun a draou a c’houez‐vad, pere eo pedennou ar Zent.


Ha me a zellaz, pa hen doe digoret an Oan arziellou, hag e kleviz unan euz ar pevar aneval o lavaret gant eur vouez evel ar gurun: Deuz, ha gwel.


Hag e kleviz e‐kreiz ar pevar aneval eur vouez, hag a lavare: Eur muzurad gwiniz evit eun diner, ha tri muzurad heiz evit eun diner; mes diwall da goll an eol hag ar gwin.


Hag an holl elez en em zalc’he en‐dro d’an tron, ha d’ar re Ancien, ha d’ar pevar aneval; hag ar re‐man en em brosternaz var ho bizach dirag an tron, hag ec’h adorjont Doue,


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos