Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Apocalyps 4:5 - Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

5 Hag euzan tron e teue luc’hed, ha kurunou ha moueziou; ha dirag an tron e teve seiz lamp ardant, pere a zo ar seiz spered a Zoue.

Ver Capítulo Copiar

Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

5 Eus an tron e teue luc’hed, kurunoù ha mouezhioù. Dirak an tron e teve seizh lamp gwrezus a zo ar seizh spered eus Doue.

Ver Capítulo Copiar




Apocalyps 4:5
24 Referencias Cruzadas  

Neuze rouantelez an envou a vezo henvel ouz deg gwerc’hez pere, o veza kemeret ho lampou, a ieaz er meaz da zialben ar pried.


Evidoun‐me a vadez ac’hanoc’h en dour evit ar gonversion; mes an hini a zeu var va learc’h a zo galloudussoc’h egedoun, ha n’oun ket dign da zougen dezhan he voutou; hen ho padezo er Spered‐Santel hag en tan.


Hag e veljont teodou, henvel ouz teodou tan, distag an eil diouz egile, pere a bozaz var bep hini anezhe.


Ian, d’ar seiz Iliz a zo en Azi. Gras ha peoc’h a‐berz an Hini a zo, a oa, hag a vezo, hag euz a‐berz ar seiz spered pere a zo dirag he dron;


hag e criaz gant eur vouez krenv, evel eul leon o iudal, ha pa hen doe criet, ar seiz curun a roaz da glevet ho moueziou.


Ha templ Doue a zigoraz en env, hag e oe gwelet en he dempl an arc’h euz he allians; hag e teuaz luc’hed, moueziou, ha curun, hag eur c’hrennamant douar, ha kazerc’h braz.


Scriv ive d’an eal euz an Iliz a zo en sardis: Setu aman ar pez a lavar an hini hen deuz ar seiz spered a Zoue hag ar seiz stereden: Anaoud a ran da oberou; ar brud ec’h euz da veza beo; mes te a zo maro.


Hag e selliz, hag e veliz e‐kreiz an tron hag ar pevar aneval, hag e‐kreiz ar re Ancien, eun Oan pehini a oa eno evel pa vije bet lazet; beza hen doa seiz corn ha seiz lagad, pere eo ar seiz Spered a Zoue, kasset dre ar bed holl.


Neuze an eal a gemeraz an ezansouer hag hen leuniaz euz a dan divar an aoter, hag hen taolaz var an douar; hag e c’hoarvezaz moueziou, ha curunou, ha luc’hed, hag eur c’hrennamant douar,


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos