Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Apocalyps 4:4 - Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

4 En‐dro d’an tron e oa pevar‐var‐n’ugent tron all; ha var an troniou‐ze e veliz pevar‐var‐n’ugent den Ancien azezet, gwisket gant dillad gwenn, ha var ho fen e oa curunennou aour.

Ver Capítulo Copiar

Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

4 En-dro d’an tron e oa pevar dron warn-ugent, hag e welis war an tronioù-se pevar henaour warn-ugent azezet, gwisket gant dilhad gwenn, gant kurunennoù aour war o fennoù.

Ver Capítulo Copiar




Apocalyps 4:4
24 Referencias Cruzadas  

Ha Jesus a lavaraz dezhe: E gwirionez e lavaran deoc’h, penaos c’houi, pere hoc’h euz va heuliet, en eil c’hanedigez, pa azezo Mab an den var dron he c’hloar, e veot ive azezet var daouzec tron, o varna an daouzec tribu a Israel.


evit ma hellot debri hag eva ouz va zaol em rouantelez, ha beza azezet var droniou, o varna an daouzec tribu a Israel.


Divar‐vreman ez eo lakeat a‐du evidoun eur gurunen a justis, hag an Aotrou, ar barner just a roio d’in anezhi en deiz‐ze, ha n’e ket d’inme hep‐ken, mes ive da gement hini hen devezo karet he zonedigez.


Hag ar pevar‐var‐n’ugent den Ancien, pere a zo azezet var ho zronou dirag Doue, a gwezaz var ho bizach, hag a adoraz Doue, en eur lavaret:


Hag e canent evel eur c’hantic nevez dirag an tron, ha dirag ar pevar aneval hag ar re Ancien; ha den na helle diski ar c’hanticse, nemed ar c’hant pevar ha daou‐ugent mil, pere a zo bet prenet euz an douar.


An armeou a zo en env, gwisket gant lien fin gwenn‐kan, a iea var he lerc’h var gezec gwenn.


Hag ar pevar‐var‐n’ugent den Ancien, hag ar pevar aneval en em brosternaz, hag a adoraz Doue a oa azezet var an tron, en eur lavaret: Amen, Alleluia!


N’az pez aoun rag netra euz an traou e pezo da c’houzanv; setu, an diaoul a ia da deurel darn ac’hanoc’h er prizon, evit ma veot amprouvet; ha c’houi ho pezo eun affliction a zeg devez. Bez fidel beteg ar maro, hag e roin d’id ar gurunen a vuez.


Hag e veliz tronou, hag ec’h azezaz varnezhe tud, hag e oe roet dezhe ar galloud da varn. Hag e veliz ive eneou ar re a oa bet dibennet abalamour da desteni Jesus, hag abalamour da c’her Doue, hag ar re n’ho doa ket adoret al loen, nag he imach, ha pere n’ho doa kemeret he verk na var ho zal, na var ho daouarn.


Alia a ran ac’hanoud da brena diganen‐me aour eprouvet gant an tan, evit ma vezi pinvidic;


ar pevar‐var‐n’ugent Ancien en em brosterne dirag an hini a oa varan tron hag ec’h adorent an hini a zo beo da virviken, hag e taolent ho c’hurunennou dirag an tron, en eur lavaret:


Bez’ e oa ive dirag an tron eur mor gwer henvel ouz cristal, hag e‐kreiz an tron hag en‐dro d’an tron, pevar aneval leun a zaou‐lagadou araog hag adren.


Neuze e selliz, hag e kleviz mouez kalz a elez en‐dro d’an tron ha d’an anevaled ha d’ar re Ancien; hag an niver anezhe a oa meur a vilion.


Hag ar pevar aneval a lavare: Amen. Hag ar pevar‐varn’ugent den Ancien en em brosternaz hag a adoraz an hini a vev da virviken.


Hag e selliz, hag e veliz e‐kreiz an tron hag ar pevar aneval, hag e‐kreiz ar re Ancien, eun Oan pehini a oa eno evel pa vije bet lazet; beza hen doa seiz corn ha seiz lagad, pere eo ar seiz Spered a Zoue, kasset dre ar bed holl.


Ha pa hen doe kemeret al levr, ar pevar aneval hag ar pevar‐varn’ugent den Ancien en em brosternaz dirag an Oan, ha gant pep hini anezhe telennou ha besseliou aour leun a draou a c’houez‐vad, pere eo pedennou ar Zent.


Hag e oe roet saeou gwenn da bep hini anezhe, hag e oe lavaret dezhe gortoz c’hoas eun neubeud amzer, ken a vije peur‐leuniet an nivereuz ho c’hen‐zervicherien hag euz ho breudeur pere a dlie beza lakeat d’ar maro evelthe.


Hag an holl elez en em zalc’he en‐dro d’an tron, ha d’ar re Ancien, ha d’ar pevar aneval; hag ar re‐man en em brosternaz var ho bizach dirag an tron, hag ec’h adorjont Doue,


Goude kement‐se e selliz, hag e veliz eun niver braz ha na helle den ho c’hounta, a bep nation, a bep tribu, a bep pobl, hag a bep langach; en em zerc’hel a reant en ho za dirag an tron ha dirag an Oan, gwisket gant saeou gwenn, ha palmez en ho daouarn;


Ar c’hilleien‐radenman a oa henvel ouz kezec prest evit ar brezel; bez’ e oa var ho fennou evel curunennou henvel ouz aour, hag ho bizach a oa henvel ouz bizach tud.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos