Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Apocalyps 15:3 - Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

3 Hag e canent cantic Moises, servicher Doue, ha cantic an Oan, en eur lavaret: Braz hag admirabl eo da oberou, O Aotrou Doue holl‐c’halloudec! Just ha gwir eo da hentchou, O Roue ar zent!

Ver Capítulo Copiar

Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

3 Int a ganent kantik Moizez, servijer Doue, ha kantik an Oan, o lavarout: Da oberoù a zo bras ha souezhus, Aotrou Doue holl-c’halloudek! Da hentoù a zo reizh ha gwirion, Roue ar sent!

Ver Capítulo Copiar




Apocalyps 15:3
49 Referencias Cruzadas  

Rag al lezen a zo bet roet dre Voises, mes ar c’hras hag ar wirionez a zo deuet dre Jesus‐Christ.


Da Roue an holl amzeriou, immortel, hag invisibl, da Zoue en pehini hep‐ken ema ar furnez, ra vezo rentet henor ha gloar da viken! Amen.


Hag evit ar pez a zell ouz Moises, hennes a zo bet fidel en holl ti Doue, evel servicher, evit rei testeni euz ar pez a dlie beza annonset;


Me eo an Alpha hag an Omega, ar c’hommansamant hag ar fin, eme an Aotrou, an Ilini a zo, a oa, hag a vezo, an Holl‐C’halloudec.


Renta a reomp grasou d’id, Aotrou Doue holl‐c’halloudec, pehini a zo, pehini a oa, ha pehini a vezo, abalamour ma ec’h euz kemeret da c’halloud braz en da zorn, ha ma’z oud antreet en da rouantelez.


Hag e canent evel eur c’hantic nevez dirag an tron, ha dirag ar pevar aneval hag ar re Ancien; ha den na helle diski ar c’hanticse, nemed ar c’hant pevar ha daou‐ugent mil, pere a zo bet prenet euz an douar.


Hag eun eal all a heulliaz anezhan, en eur lavaret: Kwezet eo, kwezet eo, Babylon, ar gear vraz, abalamour ma he deuz roet da eva d’an holl nationou ar gwin euz he lubricite diroll.


Combatti a raint ouz an Oan, mes an Oan a vezo treac’h dezhe, rag hen eo Aotrou an aotronez, ha Roue ar rouane; hag ar re a zo assambles ganthan eo ar re c’halvet, ar re choazet hag ar re fidel.


Ha var he vantel, ha var he vorzed, hen doa an hano‐man scrivet: roue ar rouane hag aotrou an aotronez.


Rag gwirion ha just eo he varnedigezou, rag barnet hen deuz ar c’hast vraz, pehini a gorrompe an douar gant he lubricite, hag hen deuz venjet goad he zervicherien a oa bet skulliet gant he dorn.


Hag ar pevar aneval ho doa pep hini anezhe c’houec’h askel, hag en‐dro hag en diabarz e oant leun a zaou‐lagadou; ha ne ehanent, noz‐deiz, da lavaret: Santel, santel, santel eo an Aotrou Holl‐C’halloudec, an hini a oa, a zo, hag a vezo!


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos