Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Apocalyps 15:2 - Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

2 Gwelet a riz ive evel eur mor gwer, mesket gant tan; hag ar re ho doa trec’het al loen, hag he imach, hag he verk, hag an niver euz he hano, en em zalc’he var ar mor gwer‐ze, ha telennou Doue ganthe.

Ver Capítulo Copiar

Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

2 Gwelout a ris ivez evel ur mor gwer mesket gant tan, hag ar re o doa trec’het al loen, e skeudenn, e verk ha niver e anv, en em zalc’he war ar mor gwer hag o doa telennoù Doue ganto.

Ver Capítulo Copiar




Apocalyps 15:2
14 Referencias Cruzadas  

Evidoun‐me a vadez ac’hanoc’h en dour evit ar gonversion; mes an hini a zeu var va learc’h a zo galloudussoc’h egedoun, ha n’oun ket dign da zougen dezhan he voutou; hen ho padezo er Spered‐Santel hag en tan.


evit ma teui an amprouv euz ho feiz, pehini a zo preciussoc’h eged an aour a rank perissa, hag a vez koulskoude amprouvet dre an tan, da drei da veuleudi deoc’h, da henor ha da c’hloar, e deiz donedigez Jesus‐Christ,


Breudeur muia‐karet, na vezit ket souezet m’az euz eur fournes a dan en ho touez, evit hoc’h amprouvi, evel ma c’hoarvezfe ganeoc’h eun dra estranj‐benag.


Trec’het ho deuz anezhan dre oad an Oan, ha dre ar ger da behini ho deuz rentet testeni, ha n’ho deuz ket karet ho buez en tu‐all d’ar maro.


Hag e veliz o sevel euz ar mor eul loen pehini hen doa seiz pen ha deg corn, ha var he gerniel deg curunen, ha var he bennou eun hano a vlasphem.


Ha trompla a rea an dud a oa var an douar, dre ar burzudou a oe roet ar galloud dezhan da ober dirag al loen, o lavaret d’an dud euz an douar ober eun imach d’al loen, pehini goude beza bet taol ar maro digant ar c’hleze, a oa c’hoas en buez.


Ha den na helle prena na gwerza, nemed an hini hen doa ar merk pe an hano euz al loen, pe an niver euz he hano.


Ar voger a oa great gant mein jasp, mes ar gear a oa aour pur, henvel ouz gwer pur.


Bez’ e oa ive dirag an tron eur mor gwer henvel ouz cristal, hag e‐kreiz an tron hag en‐dro d’an tron, pevar aneval leun a zaou‐lagadou araog hag adren.


Ha pa hen doe kemeret al levr, ar pevar aneval hag ar pevar‐varn’ugent den Ancien en em brosternaz dirag an Oan, ha gant pep hini anezhe telennou ha besseliou aour leun a draou a c’houez‐vad, pere eo pedennou ar Zent.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos