Setu, me a grouas ar gov a c'hwezh war ar glaou entanet, hag a denn ac'hano ur benveg evit e labour, ha me a grouas an distrujer evit freuzañ.
Zakaria 2:1 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Goude e savis va daoulagad hag e sellis, hag e welis un den o kaout en e zorn ur gordenn-vuzuliañ. |
Setu, me a grouas ar gov a c'hwezh war ar glaou entanet, hag a denn ac'hano ur benveg evit e labour, ha me a grouas an distrujer evit freuzañ.
Ar gordenn-rezañ a vo astennet c'hoazh war-eeun betek krec'h Gareb, hag e troio etrezek Goad.
Va lakaat a reas da vont e-barzh, ha setu un den, a oa e zoare evel doare an arem. Ur gordenn lin hag ur walenn da vuzuliañ a oa en e zorn, hag en em zalc'he ouzh an nor.
Setu e oa ur voger a-ziavaez oc'h ober tro glok an ti. An den en doa en e zorn ur walenn da vuzuliañ a c'hwec'h ilinad, pep ilinad o vuzuliañ ur palvad muioc'h eget an ilinad ordinal (ar walenn-mañ 3,6 m). Hag e vuzulias ledander ar voger, a oa ur walenn, hag an uhelder, a oa ur walenn.
Pa'z eas an den war-raok war-zu ar sav-heol, e talc'he en e zorn ur gordenn, hag e vuzulias mil ilinad, hag e reas din tremen a-dreuz an dour: an dour a zeue betek va daouufern.
Hag e vuzulias c'hoazh mil ilinad, hag e reas din tremen a-dreuz an dour: an dour a zeue betek va daoulin. Hag e vuzulias c'hoazh mil, hag e reas din tremen a-dreuz an dour, a zeue betek va divgroazell.
Goude-se e sellis em gweledigezhioù noz, ha setu ur pevare loen, euzhus, spontus ha kreñv-meurbet. Dent bras en houarn en doa, debriñ a rae, hag e vruzune hag e vac'he gant e dreid ar pezh a vane. Disheñvel e oa diouzh an holl loened a oa bet diagent, ha dek korn en doa.
Setu perak evel-henn e komz an AOTROU: Distroet em eus etrezek Jeruzalem gant truez. Va zi a vo adsavet enni, eme AOTROU an armeoù, hag ar gordenn a vo astennet war Jeruzalem.
Roet e voe din ur walenn heñvel ouzh ur wialenn, hag an ael en em ziskouezas hag a lavaras: Sav ha muzul templ Doue, an aoter hag ar re a azeul eno.
An hini a gomze ouzhin en doa ur walenn aour evit muzuliañ ar gêr, he dorojoù hag he moger.