Laban a lavaras: Ar bern-se a zo un testeni etrezon-me ha te hiziv. Setu perak e voe anvet Galeed,
S. Jakes 5:3 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Hoc’h aour hag hoc’h arc’hant a zo merglet, hag ar mergl anezho a sav e testeni a-enep deoc’h hag a lonko ho kigoù evel un tan. Dastumet hoc’h eus un teñzor en deizioù diwezhañ. Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Hoc’h aour hag hoc’h arc’hand a zo merglet, hag ar mergl anezhe a zavo da dest a‐enep deoc’h, hag a zebro ho kig evel eun tan. Dastumet hoc’h euz eun tenzor evit an deiziou diveza. |
Laban a lavaras: Ar bern-se a zo un testeni etrezon-me ha te hiziv. Setu perak e voe anvet Galeed,
Ar bern-se a zo test, ar peul-se a zo test, penaos ne dremenin ket ar bern-se etrezek ennout ha penaos ne dremeni ket ar bern hag ar peul-se etrezek ennon evit noazout an eil d'egile.
Jakob a c'halvas e vibien hag a lavaras: En em zastumit hag e tisklêrin deoc'h ar pezh a c'hoarvezo ganeoc'h en deizioù da zont.
va c'hrizennoù a ro testeni em enep, va zreuter a sav a-enep din, va zamall a ra em dremm.
Hag e c'hoarvezo, en deizioù diwezhañ, ma vo startaet menez ti an AOTROU dreist ar menezioù, hag e savo dreist ar c'hrec'hiennoù, hag e teredo ennañ an holl vroadoù.
Hag e lakain anezho da zebriñ kig o mibien ha kig o merc'hed, hag e tebrint kig an eil egile e-pad ar seziz, en enkrez ma vint kaset ennañ gant o enebourien ha gant ar re a glask o buhez.
Debriñ a reont kig va fobl, hag e tennont o c'hroc'hen diwarno, hag e vruzunont o eskern, hag o lakaont a-dammoù evel evit ar pod-houarn, evel kig en ur gaoter.
Hag e c'hoarvezo, en deizioù diwezhañ, ma vo startaet menez ti an AOTROU dreist ar menezioù, hag e savo dreist ar c'hrec'hiennoù, hag e teredo ennañ an holl bobloù.
Erruout a raio en deizioù diwezhañ, eme Doue, e skuilhin eus va Spered war bep kig, ho mibien hag ho merc’hed a brofedo, ho tud yaouank o devo gweledigezhioù hag ho tud kozh o devo huñvreoù.
Met dre da galeted ha da galon dibened, e tastumez un teñzor a fulor evit deiz fulor ha diskuliadur barnedigezh reizh Doue,
Jozue a lavaras d'ar bobl: Setu, ar maen-mañ a vo un testeni a-enep deomp, rak klevet en deus an holl c'herioù en deus lavaret an AOTROU deomp, hag e vo un testeni a-enep deoc'h, evit na zinac'hot ket ho Toue.
Ret eo gouzout da gentañ penaos en devezhioù diwezhañ e teuio goapaerien en em gunduo hervez o droukc’hoantoù o-unan
An dek korn ac’h eus gwelet d’al loen a gasaio ar c’hast, he glac’haro, he diwisko, a zebro he c’hig hag he c’haso da netra gant an tan.
Met evit ar re zidalvez, ar re ziskredik, ar re euzhus, ar vuntrerien, ar c’hastaouerien, ar strobinellerien, an idolourien hag an holl c’haouiaded, o lod a zo er stank o teviñ gant tan ha soufr, ar pezh a zo an eilvet marv.