Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Izaia 2:2 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

2 Hag e c'hoarvezo, en deizioù diwezhañ, ma vo startaet menez ti an AOTROU dreist ar menezioù, hag e savo dreist ar c'hrec'hiennoù, hag e teredo ennañ an holl vroadoù.

Ver Capítulo Copiar




Izaia 2:2
56 Referencias Cruzadas  

Jakob a c'halvas e vibien hag a lavaras: En em zastumit hag e tisklêrin deoc'h ar pezh a c'hoarvezo ganeoc'h en deizioù da zont.


Gouzout a ran-me ez eo bev va dasprener, ha d'an diwezh e savo war an douar,


pa vo dastumet ar pobloù hag an holl rouantelezhioù, evit servijañ an AOTROU.


Goulenn diganin hag e roin dit ar broadoù da hêrezh, pennoù an douar da zalc'h.


Ar beorien a zebro hag o devo o gwalc'h, ar re a glask an AOTROU a veulo anezhañ. Ho kalon a vevo da viken!


Holl bennoù an douar o devo soñj a gement-se hag a zistroio d'an AOTROU, holl diegezhioù ar broadoù a stouo dirak da zremm.


An AOTROU a zo bras ha din-meurbet da vezañ meulet, e kêr hon Doue, war e venez santel.


perak e savit, menezioù gant leinoù niverus, a-enep ar menez en deus dibabet Doue evit e chomlec'h? An AOTROU a vo o chom eno da viken.


Ren a raio eus ur mor d'egile, hag adalek ar stêr betek pennoù an douar.


An holl vroadoù ac'h eus graet a zeuio da stouiñ dirazout, Aotrou, hag a roio gloar da'z anv,


Salm; kanaouenn mibien Kora. Diazezet eo war ar menezioù santel.


An AOTROU a gar dorioù Sion, muioc’h eget holl chomlec’hioù Jakob.


En deiz-se gwrizienn Jese a vo evel ur banniel savet evit ar pobloù; ar broadoù a glasko anezhi, hag he chomlec'h a vo glorius.


AOTROU an armeoù a gempenno evit an holl bobloù, war ar menez-mañ, ur banvez kig druz, ur banvez gwin diwar e vamm, kig druz ha melek, gwin diwar e vamm sklaeriet.


En deiz-se e vo sonet gant ar shofar, hag ar re a oa kollet e bro Asiria, hag ar re a oa kaset kuit e bro Ejipt, a zeuio hag a stouo dirak an AOTROU, war ar menez santel e Jeruzalem.


Kanañ a reot evel en noz ma vez lidet ar gouel, levenez ho po en ho kalon evel an hini a gerzh ouzh son ar fleüt, evit dont da venez an AOTROU, etrezek Roc'h Israel.


Lavaret en deus: Re nebeut eo dit bezañ va servijer evit adsevel meuriadoù Jakob hag evit distreiñ an nemorant eus Israel, da lakaat a ran evel sklêrijenn ar broadoù, evit degas va silvidigezh betek pennoù an douar.


e roin em zi hag e-barzh va mogerioù ul lec'h hag un anv gwelloc'h eget mibien ha merc'hed, me a roio dezho un anv peurbadus na vo ket lamet kuit.


o degasin a rin ivez da'm menez santel, hag e roin levenez dezho em zi a bedenn; o loskaberzhoù hag o aberzhoù a vo degemeret mat wat va aoter, rak va zi a vo anvet un ti a bedenn evit an holl vroadoù.


Broadoù a gerzho ouzh da sklêrijenn, ha rouaned ouzh splannder da skinoù.


Met c'hwi hag a zilez an AOTROU, hag a ankounac'ha va menez santel, hag a gempenn un daol d'ar chañs vat, hag e leugn un hanaf evit ar blanedenn,


Hag e tegasint hoc'h holl vreudeur a-douez an holl vroadoù evel ur prof d'an AOTROU, war gezeg, war girri, war leterioù, war vuled, war zremedaled, da'm menez santel, da Jeruzalem, eme an AOTROU, evel ma tegas mibien Israel ur prof en ul lestr glan da di an AOTROU.


Hag a loar nevez da loar nevez, a sabad da sabad, pep kig a zeuio hag a azeulo ac'hanon, eme an AOTROU.


AOTROU, va nerzh, va c'hreñvder, va repu en deiz an estrenvan, ar broadoù a zeuio da'z kavout eus pennoù an douar, hag e lavarint: Hon tadoù o deus bet da hêrezh gevier ha mogidelloù, traoù hep gounid.


Kounnar an AOTROU ne zistroio ket, ken n'en devo graet mennadoù e galon hag o c'haset da benn. Kement-mañ a gomprenot sklaer en deizioù diwezhañ.


Mika ar Morastad a brofedas en deizioù Ezekiaz roue Juda, hag a gomzas da holl bobl Juda o lavarout: Evel-henn e komz AOTROU an armeoù: Sion a vo aret evel ur park, Jeruzalem a vo troet en ur bern distruj, menez an templ e lec'hioù uhel ur goadeg.


En amzer-se e vo galvet Jeruzalem: Tron an AOTROU. An holl vroadoù en em zastumo e Jeruzalem en anv an AOTROU, ha ned aint ken war-lerc'h kaleter o c'halon fall.


Kounnar entanet an AOTROU ne zistroio ket, ken n'en devo graet mennadoù e galon hag o c'haset da benn. Kement-mañ a gomprenot sklaer en deizioù diwezhañ.


Dont a raint, hag e kanint war uhelenn Sion, hag e teredint da vadoù an AOTROU, d'ar gwinizh, d'ar gwin, d'an eoul, da re vihan an deñved hag ar saout. O ene a vo evel ul liorzh douraet, ha ne vint ken er poanioù.


Koulskoude, en deizioù diwezhañ, ec'h adsavin harluidi Moab. Betek amañ ez a barnedigezh Moab.


Met en deizioù diwezhañ e tegasin en-dro re zalc'het Elam, eme an AOTROU.


Kastizañ a rin Bel e Babilon, hag e tennin eus e c'henoù ar pezh en doa lonket, hag ar broadoù ned aint ken etrezek ennañ. Moger Vabilon zoken a zo kouezhet.


Pignat a ri a-enep va fobl Israel, evel ur c'hoabrenn o c'holeiñ ar vro. Bez' e vo en deizioù diwezhañ, ma rin dit kerzhout a-enep va bro, evit ma vin anavezet gant ar broadoù, pa vin santelaet drezout dirak o daoulagad.


Va degas a reas e gweledigezhioù doueel da vro Israel, hag em lakaas war ur menez uhel-meurbet, ma en em gave warnañ ouzh ar c'hreisteiz evel savadurioù ur gêr.


Dont a ran bremañ evit reiñ dit da anavezout ar pezh a c'hoarvezo gant da bobl en deizioù diwezhañ, rak ez a ar weledigezh betek an deizioù-se.


Met un Doue a zo en neñvoù hag a ziskuilh an traoù kuzhet, hag a ro da anavezout d'ar roue Nebukadnezar ar pezh a c'hoarvezo en deizioù da zont. Setu da huñvre hag ar gweledigezhioù ac'h eus bet ez penn war da wele.


Neuze an houarn, ar pri, an arem, an arc'hant hag an aour a voe bruzunet a-gevret, hag e teujont da vezañ evel plouz eus al leur en hañv, kaset kuit gant an avel, ha ne vanas netra diouto. Met ar maen en doe skoet gant an delwenn a zeuas da vezañ ur menez bras, hag a leunias an douar holl.


evel ma ec'h eus gwelet gant ar maen a zistagas eus ar menez hep sikour dorn ebet, hag en deus bruzunet an houarn, an arem, an arc'hant hag an aour. An Doue bras en deus roet da anavezout d'ar roue ar pezh a c'hoarvezo amañ war-lerc'h. An huñvre a zo gwirion, hag e zisklêriadenn a zo diarvar.


Goude-se, mibien Israel a zistroio, hag e klaskint an AOTROU o Doue ha David o roue. Hag e teuint gant doujañs da gavout an AOTROU hag e vadelezh, en deizioù diwezhañ.


An holl vro a zeuio da vezañ evel ur blaenenn, eus Geba betek Rimmon e kreisteiz Jeruzalem. Ar gêr a vo uhelaet hag a chomo en he lec'h, eus dor Benjamin betek an nor Gentañ, betek dor ar C'herniel, hag eus tour Hananeel betek gwaskelloù ar Roue.


An AOTROU a vo roue war an douar holl; en deiz-se e vo an AOTROU an hini nemetañ, hag e anv a vo an hini nemetañ.


Ha kalz a bobloù, ha broadoù galloudek a zeuio da glask AOTROU an armeoù e Jeruzalem, ha da bediñ an AOTROU eno.


Evel-henn e komz an AOTROU: En em dreiñ a ran war-zu Sion, bez' e vin o chom e-kreiz Jeruzalem. Jeruzalem a vo anvet: Kêr leal, ha menez AOTROU an armeoù: Menez santel.


An holl vroadoù a lavaro ez oc'h eürus, rak c'hwi a vo ur vro a levenez, eme AOTROU an armeoù.


Ha bremañ ez an etrezek va fobl. Deus, ma kemennin dit ar pezh a raio ar bobl-se da'z pobl en amzerioù da zont.


Erruout a raio en deizioù diwezhañ, eme Doue, e skuilhin eus va Spered war bep kig, ho mibien hag ho merc’hed a brofedo, ho tud yaouank o devo gweledigezhioù hag ho tud kozh o devo huñvreoù.


Ret eo dit gouzout e vo amzerioù diaes en devezhioù diwezhañ.


en deus komzet ouzhimp en amzer diwezhañ-mañ dre e Vab, a zo bet lakaet gantañ da heritour war an holl draoù, drezañ ivez en deus krouet ar bed.


Ret eo gouzout da gentañ penaos en devezhioù diwezhañ e teuio goapaerien en em gunduo hervez o droukc’hoantoù o-unan


Ar seizhvet ael a sonas, ha mouezhioù kreñv a voe klevet en neñv o lavarout: Rouantelezhioù ar bed a zo lakaet dindan galloud hon Aotrou hag e Grist. Eñ a reno e kantvedoù ar c’hantvedoù.


Gwelout a ris tronioù; d’ar re a azezas warno e voe roet galloud da varn. Gwelout a ris eneoù ar re a voe bet dibennet evit testeni Jezuz hag evit ger Doue, ar re n’o doa ket azeulet al loen nag e skeudenn ha n’o doa ket degemeret e verk war o zalioù ha war o daouarn. Hag e vevjont hag e renjont gant Krist e-pad mil bloavezh.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos