Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Izaia 2:1 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

1 Komz Izaia mab Amoz, en deus gwelet diwar-benn Juda ha Jeruzalem.

Ver Capítulo Copiar




Izaia 2:1
8 Referencias Cruzadas  

Goude e kasas Eliakim merour ar palez ha Shebna ar skrib, gant an henaourien a-douez an aberzhourien, goloet a seier, etrezek ar profed Izaia mab Amoz.


Gweledigezh Izaia mab Amoz, en deus gwelet diwar-benn Juda ha Jeruzalem, e deizioù Ozia, Jotam, Akaz hag Ezekiaz, rouaned Juda.


Diougan diwar-benn Babilon, en deus gwelet Izaia mab Amoz.


Komzoù Amoz, a oa a-douez mêsaerien Tekoa; resevet en deus anezho diwar-benn Israel, en deizioù Ozia roue Juda ha Jeroboam mab Joaz roue Israel, daou vloaz a-raok ar c'hren-douar.


Komz an AOTROU a voe disklêriet da Vika ar Morastad, en deizioù Jotam, Akaz hag Ezekiaz, rouaned Juda, ha setu ar pezh a welas diwar-benn Samaria ha Jeruzalem.


Hag e c'hoarvezo, en deizioù diwezhañ, ma vo startaet menez ti an AOTROU dreist ar menezioù, hag e savo dreist ar c'hrec'hiennoù, hag e teredo ennañ an holl bobloù.


Mouezh an AOTROU a gri da gêr, hag an hini a zo fur a zoujo da anv; selaouit ar wialenn, hag an hini en deus gourc'hemennet anezhi.


Diougan en deus gwelet Habakuk.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos