Met Doue a lavaras da Abraham: Ra chomo kement-se hep displijout dit abalamour d'ar bugel ha da'z matezh. Petra bennak ma lavaro dit Sara, sent ouzh he c'homz, rak en Izaak eo e vo anvet da lignez.
Romaned 9:7 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned hag evito da vezañ eus lignez Abraham, n’int ket holl e vugale. Met skrivet eo: En Izaak e vo ul lignez a zougo da anv, Testamant Nevez 1897 (Jenkins) hag evithe da veza lignez Abraham, n’int ket holl he vugale; mes scrivet eo: En Isaac e vezo eul lignez hag a zougo da hano; |
Met Doue a lavaras da Abraham: Ra chomo kement-se hep displijout dit abalamour d'ar bugel ha da'z matezh. Petra bennak ma lavaro dit Sara, sent ouzh he c'homz, rak en Izaak eo e vo anvet da lignez.
ha na lavarit ket ennoc’h hoc’h-unan: Ni hon eus Abraham da dad! Rak me a lavar deoc’h e c’hell Doue sevel eus ar vein-se bugale da Abraham.
Lavarout a reas: Nann, tad Abraham, met mar d-a unan bennak eus ar re varv d’o c’havout, o devo keuz.
Dougit eta frouezh dereat d’ar geuzidigezh, ha n’en em lakait ket da lavarout ennoc’h hoc’h-unan: Ni hon eus Abraham da dad! Rak me a lavar deoc’h e c’hell Doue sevel eus ar vein-se bugale da Abraham.
Respont a rejont dezhañ: Ni a zo lignez Abraham ha biskoazh n’omp bet sklavourien da zen, penaos e lavarez: Dieubet e viot?
Met hini ar sklavourez a voe ganet hervez ar c’hig, hini ar wreg frank a voe ganet dre ar bromesa.
Rak ni a zo an amdroc’hidi, ni hag a azeul Doue er Spered, ni hag a gavomp gloar e Jezuz-Krist, ni ha ne lakaomp ket hor fiziañs er c’hig,