La Biblia Online

Anuncios


Toda la Biblia A.T. N.T.




Romaned 8:4 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

evit ma vefe peurc’hraet reizhder al lezenn ennomp-ni na gerzhomp ket hervez ar c’hig met hervez ar spered.

Ver Capítulo

Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

evit ma vije accomplisset ar justis euz al lezen enomp‐ni, pere na valeomp ket hervez ar c’hig, mes hervez ar Spered.

Ver Capítulo



Romaned 8:4
13 Referencias Cruzadas  

Reizh e oant o-daou dirak Doue, hag ec’h heulient holl c’hourc’hemennoù hag urzhioù an Aotrou en un doare divlam.


Mar mir eta an hini n’eo ket amdroc’het gourc’hemennoù al lezenn, e ziamdroc’h ha ne vo ket kontet evel amdroc’h?


Ha kas a reomp eta da netra al lezenn dre ar feiz? N’eo ket! Er c’hontrol, diazezañ a reomp al lezenn.


pediñ a ran ac’hanoc’h na vo ket ret din, pa vin ganeoc’h, implijout gant fiziañs an hardizhegezh-se am eus soñj d’ober ganti a-enep hiniennoù a sell ouzhimp evel pa gerzfemp hervez ar c’hig.


Rak petra bennak ma kerzhomp er c’hig, ne stourmomp ket hervez ar c’hig.


Lavarout a ran eta: Kerzhit dre ar Spered, ne gasot ket da benn c’hoantoù ar c’hig.


a zo bremañ adunvanet gantañ e-barzh korf e gig, dre e varv, evit ho lakaat d’en em ziskouez dirazañ santel, disi ha didamall,


ouzh bodadeg hag ouzh iliz ar re gentañ-ganet a zo skrivet o anvioù en neñvoù, ouzh ar barner a zo Doue an holl, ouzh speredoù ar re reizh deuet d’ar barfeted,


Re garet-mat, ni a zo bremañ bugale Doue hag ar pezh a vimp n’eo ket bet c’hoazh diskouezet. Met anavezout a reomp penaos pa vo diskouezet, e vimp heñvel outañ abalamour ma welimp anezhañ evel ma’z emañ.


D’an hini a c’hell ho tiwall a bep lamm hag ho lakaat d’en em ziskouez dinamm ha leun a levenez dirak e c’hloar,


N’eus ket bet kavet a c’haou en o genoù, rak didarch int dirak tron Doue.